Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kreizenn Verań Penn-ar-Bed bepred er penn a-raok.

Goude bezań bet tapet label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg e miz Genver 2007 eo deuet a-benn Kreizenn Verań Penn-ar-bed da gaout al label live 2 o kregiń gant ar bloaz nevez. Ar strivoł kaer a zo bet graet betek-henn gant ar framm publik-mań a gaso anezhań didrabas davet al label live 3 er mizioł a zeu.

Entanet e oa Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg p’he deus roet, d’an 11 a viz Genver 2008, d’an Ao. René Fily, maer Sant-Martin-war-ar-Maez ha prezidant Kreizenn Verań Penn-ar-Bed, label live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg.

N’eus ket bloaz c’hoazh e oa bet aozet ul lid damheńvel a-benn reiń al label live 1 d’ar framm publik pouezus-mań a gaver e pep departamant. Ober war-dro red-micher implijidi ar strollegezhioł lec’hel eo labour ar framm-mań.

Divizet he doa Kreizenn Verań Penn-ar-Bed kas da benn 25 ober. 15 a zo bet graet dija, se a zo kaoz eo bet roet al label dezhi.

E-touez ar 15 ober graet a-benn kaout al label live 2 ez eus tu da venegiń, ouzhpenn an oberoł tro-dro d’ar c’hehentiń, e vez stummet wae ar brezhoneg un 12 gwazour bennak a labour er Greizenn Verań hag a vo gouest, en amzer da zont, da labourat e brezhoneg gant o c’hendivizerien. Aozet eo ar stummadur-mań gant Mervent, kreizenn stummerezh dibaouez staliet e Ploneour-Traezh.
Mod all, implijet e vez ar brezhoneg gant an dilennidi p’o devez da gomz dirak an dud da-geńver emgavioł pe lidoł ofisiel. Diskouez a reont e-giz-mań emaint a-du gant lańs Ya d’ar brezhoneg evit adperc’hennań ar brezhoneg ha reiń buhez dezhań.




 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn