Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Al label Ya d’ar brezhoneg roet d’an Arzourien

Emań ar gevredigezh Poellgor an Tarv e-touez an dek siner kentań o resev al label Ya d’ar brezhoneg abaoe ma oa bet lańset ar c’houlzad labelaat d’ar 5 a viz Here 2007.

Dalc’het e oa bet lid-roidigezh al label live 1, “Skoazell d’ar brezhoneg”, d’ar gevredigezh Poellgor an Tarv e ti-kęr Gwimaeg d’ar 4 a viz Genver 2008 dirak ar brezidantez Joanna Mackenzie-Farmer hag Armel ar Sec’h, dilennet er c’huzul-merań, ha maer ar gumun (he doa sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg e 2004) an Ao. Bernard Cabon.

Bodet ez eus e Poellgor an Tarv arzourien eus Breizh hag eus lec’h all o deus dibabet liammań o arz ouzh ar brezhoneg. Sinet e oa bet gantań an emglev Ya d’ar brezhoneg e 2003 ha n’en deus ket paouezet abaoe da sevel oberoů a-benn implijout ha brudań ar brezhoneg pa gav tro.

Al label Ya d’ar brezhoneg zo deuet war-lerc’h 9 ober a zo bet kaset da benn vat gant Poellgor an Tarv :

Kartennoů-hetoů divyezhek
Pedadennoů divyezhek
Logo divyezhek
Lec’hiennoů kenrouedad, divyezhek evit al lodenn vrasań anezho : http://www.poellgor.bzh.bz/ ha
http://sitekreator.com/Poellgor_an_Tarv/main_page.html
Kemennadennoů divyezhek d’ar gazetennerien
Plaketenn vrudań divyezhek
Bruderezh divyezhek (skritelloů ha follennoů pleg-dibleg)
Paper lizher divyezhek

Ouzhpenn-se un ober dreistordinal a zo bet savet ivez diwar atiz ar gevredigezh hec’h-unan : salońs an arzoů divyezhek a vez aozet bep bloaz (abaoe 10 vloaz) hag eno e vez kinniget oberennoů an arzourien e brezhoneg.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn