Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Al label « Ya d’ar brezhoneg » roet da Roazhon

Kentań kęr Il-ha-Gwilen o tapout al label eo kęr Roazhon. Dastum a ra dre-se frouezh ar strivoů he deus graet evit diorren ar brezhoneg er vuhez foran.

Lid roidigezh al label live 1 a zo bet dalc’het d’ar Yaou 24 a viz Genver 2008 dirak an Ao. Edmond Herve, maer hag an It. Lena Louarn, prezidantez an Ofis.

War al lec’h e oa ivez an It. Naig Gars, kuzulierez-rannvro, ha dilennidi ar c’huzul-kęr : an Ao. Gabillard (prezidant Poellgor aliań war ar vreizhadelezh), an Ao. Jean Normand, an It. Sylvie Robert hag an Ao. Daniel Delaveau. Alan Stivell, paeron skol Diwan Roazhon a oa deuet da gemer perzh el lid gant ur mor a dud eus bed ar skolioů divyezhek pe eus ar c’hevredigezhioů sevenadurel breizhat.

Labelet ez eus bet 5 ober. Diskouez a reont ur youl wirion da gas ar brezhoneg war-raok.
Ouzhpenn bezań bet staliet panelloů divyezhek evit mont e-maez hag e-barzh ar gumun, e kemer perzh Roazhon abaoe meur a vloaz e koulzad brudań ar c’helenn brezhonek d’an dud deuet dre brestań he rouedad skritellań d’an distro-skol ha dre skignań ar blegfollenn vrudań.

An eil kumun e Breizh eo Roazhon evit ar pezh a sell ouzh an niver a vugale skoliataet en hentadoů divyezhek. Skoazellet e vez Diwan Bro Roazhon ha Div Yezh abaoe pell gantań. Servijoů an ti-kęr o deus roet dorn ivez evit kas war-raok ar raktres sevel ur greizenn dudi evit ar vugale vrezhonegerien adalek 3 betek 12 vloaz.

Ouzhpenn-se, mont a ra en-dro bodad ar Poellgor aliań war ar Vreizhadelezh bet krouet e 1996 gant an ti-kęr ha prezidet gant an Ao. Martial Gabillard. E 2007 en deus an ti-kęr arc’hantet ur blaketenn a zo he fal broudań maered Meurgęr Roazhon da zegemer un hentad divyezhek.

Kinniget e vez war un dro gant an ti-kęr d’e implijidi ur stummadur war ar brezhoneg arc’hantaouet gant ar gumun. Betek-henn ez eo war-dro 20 den hag a zo bet stummet hag emań an ti-kęr o prederiań er mare-mań evit gwellaat ha diorren ar servij-mań.

Gwelet a reer ivez ez eus bet kaset da benn dija meur a ober all a zo dindan ar garta Ya d’ar brezhoneg hag a c’hellfe lakaat ti-kęr Roazhon da c’houlenn mont da dapout al label live 2 en amzer da zont.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn