Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod meur Ofis ar Brezhoneg

Degemeret e oa bet izili Ofis ar Brezhoneg gant an Aotrou Le Bodo, eilmaer Gwened, da geńver emvod meur ar gevredigezh d’ar Sadorn 9 a viz Ebrel e Palez an Arzoł.

Gant Lena Louarn, ar brezidantez, eo bet kinniget an danevell obererezh dre bouezań kalz war al labourioł fonnus ha liesseurt kaset da benn en un doare micherel-kenań gant 5 servij Ofis ar Brezhoneg ha war o c’henlabour war ar pemdez. Goude bezań bet lennet d’an dud danevell ar c’hontoł ha lakaet an dud da votiń evit dilenn ar c’huzul-merań ez eo bet kinniget d’an holl berzhidi lec’hienn Internet nevez an Ofis. Da c’houde ez eus bet tu da gomz frank gant an dilennidi a oa eno : Yann-Ber Thomin, prezidant ar bodad sevenadur, glad ha sport e karg eus ar politikerezh yezh er C’huzul-rannvro ha Pierrik Nevannen, besprezidant Kuzul-departamant ar Mor-Bihan. Evit echuiń ez eus bet goulennet gant ar brezidantez e vefe aozet un emvod labour etre tud ar strollegezhioł a gemero perzh er framm nevez a zo da vezań savet (DFKS) hag an Ofis.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn