Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (94 ko)  Fichier pdf 
  Lid hetoł Ofis ar Brezhoneg el Liger-Atlantel.

Gant an Ao. Patrick Mareschal, prezidant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel e oa bet degemeret d’ar Gwener 25 a viz Genver 2008 er C’huzul-departamant e Naoned an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, an Ao. Fulup Jakez, rener, holl implijidi an Ofis hag ur bern tud bet pedet da-geńver lid hetoł an Ofis.

Embannet eo bet gant ar prezidant e oa stad ennań o tegemer er C’huzul-departamant izili an Ofis ha tud e karg ar c’hevredigezhioł breizhat. Lavaret en deus en doa spi ez afe war ziorren muioc’h ar bloaz-mań c’hoazh an oberoł da gas ar yezh hag ar sevenadur breizhat el Liger-Atlantel.

En he frezegenn he deus Lena Louarn meneget e oa bet digoret e vurev gant an Ofis e Naoned e 2001 a-raok re ar Mor-gihan hag Aodoł-an Arvor. Diskleriet he deus e oa laouen eus ar perzh a vo kemeret gant an departamant evit krouidigezh Ofis Publik ar Brezhoneg. Gant Rannvro broioł al Liger ivez e vez kemeret perzh e mont en-dro an Ofis, ar pezh a laka splann plas ha buhez ar brezhoneg el Liger-Atlantel.

Komzet he deus ivez eus stad truezus ar brezhoneg en departamant en deskadurezh peurgetket - daoust d’ar goulenn sokial bezań kreńv e lec’hioł ‘zo – met ivez er mediaoł hag er skol-veur ma n’eus ket ken anezhań ar pezh a gas d’ur gwir dilańs e-keńver an departamantoł all.
Embannet he deus e oa laouen koulskoude gant emzalc’h dilennidi zo hag a labour evit kemer gwelloc’h ar brezhoneg e kont. Skouer ti-kźr Pornizh, hag a zo o paouez sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg e miz Kerzu, a zo ur sin vat. Displeget he deus d’an dilennidi a oa deuet e oa an Ofis prest d’o skoazellań ha d’o aliań en un doare pleustrek (o sevel troidigezhioł evito da skouer) a-benn kas da benn ur politikerezh yezh a-du gant ar brezhoneg.

En dibenn, evit diskouez startijenn ar brezhoneg en deiz hiziv, he deus echuet he frezegenn war ar fed e oa pouezus-kenań diorren ar brezhoneg er mediaoł, war ar genrouedad dreist-holl. Dre ma oa bet sinet un emglev e 2007 gant Microsoft, e oa ret bremań mont fonnusoc’h war an dachenn-mań dre grouiń ur servij nevez en Ofis : hini an teknologiezhioł nevez.
Er mare-mań emań an Ofis o labourat war droidigezh a bep seurt meziantoł c’hoarioł, diviruzerioł ha kement zo a-benn bastań da ezhommoł ar gevredigezh a-vremań.

Gant maeronez al lid, an It. Andrea ar Gouilh, kanerez a Gerne pinvidik he sac’had kanaouennoł, ez eus bet kanet teir c’hanaouenn hengounel evit kregiń gant an abadenn ha goude an holl brezegennoł evit brasań plijadur an dud.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn