Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (705 ko)  Fichier pdf 
  Erru eo Da Lenn stumm nevez !

Goude dont er-maez 4 bloaz ha 18 niverenn embannet, e gwenn ha du da gentań hag e liv da c’houde, Da Lenn, lizher-kelaouiń Ofis ar Brezhoneg a zeuio er-maez dindan ur furmad nevez ha livet bravoc’h eget biskoazh.

Pal skipailh skridaozań Da Lenn eo kinnig ur benveg kehentiń aesoc’h da lenn abalamour d’e furmad « italian » (29,5 X 21) ha plijusoc’h d’an daoulagad ivez a-drugarez d’ur vaketenn sklaeroc’h a ro an tu memes tra da gaout tirouroł diwar-benn oberiantizoł pennań an Ofis gant rubrikennoł o tont ingal.

E-kichen pennadoł berr neuze a lakaio war wel labour liesseurt servijoł an Ofis (troidigezh ur ger, un dro-lavar, un anv-lec’h), pe « sifr » da Lenn pe c’hoazh oberoł aroueziusań sinerien « Ya d’ar brezhoneg » e vo kinniget pennadoł hiroc’h : an atersadenn e pajenn 3, an « teul » er pajennoł kreiz, keleier an Ajań diorren e pajenn 8.

War daolenn pennadoł Da Lenn niverenn 19 evit miz Genver 2008 e kaver :

- Ur valizennad evit dilennidi Meurgźr Roazhon
- An atersadenn : Gouel 30 vloaz Diwan
- An teul : Eil danevell Arsellva an Ofis
- Troidigezh : Diskouezadeg divyezhek Veolia
- Media : Traoł nevez er skinwel
- Ajańs diorren : Su Breizh a lavar « Ya »

Al lizher-kelaouiń-mań, bepred divyezhek penn-da-benn, a vez kaset da zilennidi Breizh, da izili an Ofis ha da sinerien « Ya d’ar brezhoneg ». E bellgargań a c’heller ober ivez en ur vont war bajenn ar « c’heleier » war lec’hienn genrouedad an Ofis : http://www.ofis-bzh.org/bzh/actualite/index.php

Lennadenn vat !
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn