Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ya d’ar brezhoneg e Kerien

Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ar maer, an ao. Marcel Moysan d’ar Gwener 1ań a viz C’hwevrer 2008 dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, an Ao. Roger Colas, maer Tremeven-Kemperle bet o sinań ar garta 2 vloaz ‘zo c’hoazh, ar c’huzul-kęr hag un toullad tud eus ar vro.

Kendrec’het mat eo skipailh an ti-kęr eo poent d’ar gumun kemer perzh gant skoazell an Ofis er garta Ya d’ar brezhoneg hag embannet sklaer eo bet ar sońj-se e prezegenn ar maer, bet kaset e brezhoneg gantań.

Ur skouer eo Marsel Moysan evit e velestridi ouzhpenn-se peogwir eo kelenner war ar brezhoneg gant Mervent, framm kelenn staliet e Pluneour –Lanwern.

Tri bloaz en deus divizet ar gumun kemer evit kas da benn 12 ober a-benn tizhout label live 2 ar garta.

Lakaat ar brezhoneg war wel ha aes da gompren gant an holl eo pal skipailh an Ti-kęr. Dibabet o deus lakaat neuze panelloů divyezhek ouzhpenn ar re a lakaer evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun.
An holl bedadennoů d’an abadennoů aozet gant an Ti-kęr, ar responterez, kartennoů-bizit an dilennidi, ar paper lizher ha logo ar gumun a vo divyezhek a-benn nebeut.
Tu vo, d’an holl re a fello dezho, eureudiń e brezhoneg.
Kemer a raio perzh Kerien e koulzad brudań bloaziek ar c’helenn d’an dud deuet. Goulennet he deus mod-all e vefe kaset da benn ur studiadenn war hec’h anvioů-lec’h hag an holl logelloů a gaver war dachenn ar gumun gant servij Glad yezhel an Ofis.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn