Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kemper, label 1 : war-du al label 2 a-benn 3 bloaz.

Label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg a zo bet roet gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d’an Ao. Alain Gérard, senedour-maer Kemper, evit 6 ober kaset da benn vat c’hoazh gant ar gumun e-pad ar bloavezhioů tremenet.

El lid a oa bet dalc’het en ti-kęr d’ar 6 a viz C’hwevrer e oa ivez Isabelle Le Bal, eilmaerez e karg eus ar sevenadur, izili ar c’huzul-kęr, kalz a vrezhonegerien ha tud eus ar vro.

5 ober all a zo bet dibabet a ranko bezań sevenet dindan 3 bloaz a-benn tizhout live 2 ar garta.

Gant kęr Kemper ez eus bet labouret kalzik evit diorren ar panellerezh divyezhek.
Un nebeud panelloů a rank bezań cheńchet c’hoazh amań hag ahont hag evit kenderc’hel gant ar strivoů bet graet betek-henn e vo divyezhek adalek bremań kement panell nevez dre ret.

A-hend all e vo kendalc’het da skoazellań an hentadoů divyezhek, ar pezh a ra Kemper abaoe bloavezhioů dija ha da ginnig stummadurioů war ar brezhoneg da implijidi an ti-kęr. Kemper a gemero perzh ivez er c’houlzad brudań evit ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet.

Eus un tu all, ar c’hartennoů-pediń hag ar c’hartennoů-bizit embannet a vo divyezhek hiviziken koulz ha pennad-stur kazetenn an Ti-kęr.

Ur gevrat kefridi a zo bet sinet ivez etre kęr-benn Kerne hag Ofis ar Brezhoneg a c’hello e-giz-mań he skoazellań hag he aliań da gas da benn an oberoů nevez e-pad ar prantad amzer dibabet.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn