Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Al labelaat live 3 a zo bet dibabet gant Pont-‘n-Abad

Gant youl ha c’hoant e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Kźr-benn ar vro Vigoudenn d’an 8 a viz C’hwevrer 2008 gant ar pal kas da benn 22 ober dindan 3 bloaz.

Gant an Ao. Thierry Mavic, maer hag e guzul-kźr e oa bet degemeret an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg evit lid sinań ar garta.
Kensinet eo bet ar garta gant an ao. maer hag e eilmaer Bernez ar Floc’h bet distaget e brezegenn e brezhoneg gantań goude ma vije bet embannet sklaer gant an ao. Thierry Mavic pegen pouezus e oa an divyezhegezh war ar pemdez.

Oberoł a bep seurt a zo bet dibabet gant Pont-‘n-Abad el listenn 28 ober a zo kinniget gant an Ofis.

Oberoł aes-tre da seveniń a zo bet dibabet evel embann kartennoł-pediń, paper-lizher (paper-talbennet) ha kartennoł-bizit divyezhek evit an dilennidi koulz hag oberoł diaesoc’h da gas da benn evel troidigezh lec’hienn genrouedad an Ti-kźr pe c’hoazh brudań an emglev Ya d’ar brezhoneg e-touez embregerezhioł, kevredigezhioł ka kenwerzhioł ar gumun.

Strivoł bras a vo graet evit lakaat ar brezhoneg war wel dre staliań ur panellerezh divyezhek e diavaez hag e diabarzh ar savadurioł dindan dalc’h an Ti-kźr, war ar plakennoł straed, ar panelloł kelaouiń war ar glad, parkad-kirri ha dafar ar gumun (endalc’herioł, podoł-lastez ha kement ‘zo).

N’emań ket e sońj tud Pont‘n-Abad emań ar brezhoneg da vezań skrivet nemetken, se a zo kaoz o deus divizet kemer perzh er c’houlzad brudań evit ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet hag emaint o vont da aozań ur c’houlennaoueg a-benn gouzout piv a oar brezhoneg en Ti-kźr ha kinnig dezho e vije stummadurioł war ar brezhoneg.

Mod-all, fiziet ez eus bet e servij Glad yezhel an Ofis ur studiadenn war anvioł-lec’h ar gumun ha sinet ez eus bet ur gevrat kefridi gant an Ofis evit ma vefe heuliet a-dost ha skoazellet skipailh an Ti-kźr da gas e raktres da benn.



 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn