Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Tapet eo bet al label 2 gant Douarnenez

Nebeutoc’h evit tri bloaz a zo bet ezhomm gant Kźr Douarnenez evit tizhout live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg dre gas da benn vat an oberoł a oa bet dibabet ganti.

Gant an It. Monique Provost, maerez, an Ao. Pascal Boccou, eilmaer hag izili ar c’huzul-kźr e oa bet degemeret an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg hag izili an Ofis d’ar Gwener 8 a viz C’hwevrer 2008 evit lid roidigezh al label.

Holl vugale an hentadoł divyezhek a oa deuet d’al lid gant o zud evit kanań ha lidań an darvoud-mań war un ton bras. Prezegenn an itron vaerez hag an eilmaer Pascal Boccou a zo bet distaget e brezhoneg gant kalz a from.

A-drugarez d’ur c’henlabour aketus etre servijoł liesseurt an Ti-kźr hag an Ofis e oa bet tu da seveniń an 13 ober graet an deiz hiziv.

Labouret e oa bet dorn-ha-dorn gant servij Treiń-Aliań ha Glad Yezhel an Ofis ha servijoł teknikel an Ti-kźr evit staliań ur panellerezh divyezhek a-zoare gant ar plakennoł straed, panelloł ar glad istorel hag arzel, ar panellerezh henchań war dachenn ar gumun pe c’hoazh, evit ar wezh kentań e Breizh, holl banelloł arsavioł-bus Douarnenez.

Gant ar servij Treiń-Aliań e vez savet holl droidigezhioł ha/pe adlennoł ar c’hartońsoł-pediń, pennadoł-stur kazetenn an Ti-kźr ha kement ‘zo. Gant ar servij Glad yezhel e oa bet savet ur studiadenn war holl anvioł-lec’h Douarnenez.

Gant an Ti-kźr e oa bet paeet ur stummadur war ar brezhoneg d’e implijidi kaset da benn gant ar gevredigezh Mervent ha sikour a ra an hentadoł divyezhek o reiń arc’hant ha skoazell deknikel dezho.
Arc’hantaouet en deus kentelioł tańva ar brezhoneg e 13 klas eus skolioł Douarnenez hag emań o prederiań evit sevel un eil lec’hiad divyezhek war e diriad. Kemer a ra perzh ivez er c’houlzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet.

Evit echuiń, sinet ez eus bet ur gevrat-kefridi etre an Ti-kźr hag an Ofis.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn