Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (41 ko)  Fichier pdf 
  4 c’humun all a Vro-Dreger a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Karget mat eo bet implij-amzer Ofis ar Brezhoneg en dibenn-sizhun-mań dre m’eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Benac’h, Louergad, Tregrom ha Plouvagor etre digwener ha disadorn. 23 c’humun o deus sinet ar garta e Bro-Dreger a-benn bremań.

D’ar Gwener 15 d’ar 6 eur abardaez Maered Benac’h (an Ao. Jean David), Louergad (an Ao. Michel Guillou) ha Tregrom (an Ao. Gildas Troadeg) hag o c’huzulierien-kęr a zo bet bodet e Ti-kęr Benac’h evit sinań asambles ar garta Ya d’ar brezhoneg dirak an It. Lena Louarn, prezidantez an Ofis.

Kuzulioů-kęr Benac’h ha Louergad o doa votet evit tapout al label live 1 ha kęr Tregrom evit al label live 2.

En he frezegenn eo bet displeget gant Lena Louarn e oa bet dibabet gant Benac’h ha Louergad daou ober pouezus-tre. Sellet a reont ouzh ar skoazellań hag an diorren klasoů divyezhek en ur gumuniezh kumunioů a zo enni ar muiań a vugale skoliatet er c’hentań derez divvyezhek evit Breizh a-bezh. (Daoust da se ez eo ret stourm bepred evit mirout d’ar c’hlasoů-se bezań serret).
An oberoů-mań, ma vezont kaset da benn vat, a c’hello degas pelloc’h ar brezhoneg war-du an eil derez evit ma vefe un heuliad reizh gant kelennadurezh ar vugale.

Mod-all e kemero perzh Louergad e koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet hag un enklask a vo graet e-touesk implijidi Ti-kęr Benac’h a-benn gouzout hag-eń e komzont brezhoneg.

Raktresoů kaer zo gant Tregrom ivez.
Ouzhpenn kemer perzh ivez er c’houlzad « Deskomp brezhoneg » e vo klasket gant an Ti-kęr divyezhekaat en un doare sistematek e holl skoroů kehentiń (kartońsoů-pediń, kazetenn an Ti-kęr, kemennadenn war ar responterez).
Plakennoů straed ha panelloů glad a vo divyezhek ivez e 2009.


D’an deiz war-lerc’h eo bet degemeret an It. Lena Louarn e Ti-kęr Plouvagor gant an Ao. Yves Loillieric, maer hag an It. Josiane Corbic, kuzulierez-rannvro.(s.o. ar restr stag)

O kreskiń buan emań Plouvagor e kreizig-kreiz Kumuniezh kumunioů Gwengamp hag he deus divizet cheńch he fanellerezh penn-da-benn ac’hann da dri bloaz.

E 2011 e vo divyezhek kement panell (panelloů mont-tre ha mont e-maez ar gumun, panelloů henchań, panellerezh an Ti-kęr hag ar savadurioů dindan e zalc’h).

Votet ez eus bet ivez gant ar C’huzul-kęr evit un ober a glot gant ar politikerezh yezh: an holl gartońsoů-pediń embannet gant an Ti-kęr evit abadennoů sevenadurel pe get a vo divyezhek.

A-benn kas da benn vat an holl oberoů-mań ez eus bet sinet ur gevrat-kefridi etre Plouvagor hag an Ofis.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn