Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Label 2 Ya d’ar brezhoneg da Wimaeg

Daoust ma oa bet sinet e 2004 evit tizhout al label live 1 ez eo al label live 2 a zo bet roet da Wimaeg a-benn ar fin.

N’en deus ket paouezet skipailh an Ti-kźr da ziskouez pegen dedennet ha mennet e oa da lakaat war wel ha da ziorren ar brezhoneg war dachenn ar gumun.

Panelloł divyezhek evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun a zo bet staliet, paper-lizher, goloioł-lizher ha kartennoł-pediń an Ti-kźr a zo divyezhek, e brezhoneg eo ar plakennoł-straed, implijout a ra ar gumun ul logo divyezhek, divyezhek penn-da-benn eo panellerezh an Ti-Kźr, koulz en diabarzh hag en diavaez, anvioł brezhonek a zo bet dibabet evit savadurioł ar gumun ha dre-se e c’heller gwelet panelloł e brezhoneg warno : An Nor digor pe Ti Bugale Rannoł da skouer. Panelloł pederyezhek a zo bet staliet evit kinnig ar glad istorel ha kartennoł-post ha kartennoł-pediń a zo bet savet a-benn kinnig en div yezh lec’hioł meur ar gumun, tost holl banelloł ar panellerezh henchań a zo divyezhek, bep bloaz e kemer perzh Gwimaeg e koulzad brudań ar c’hentelioł brezhoneg d’an dud deuet, war girri ar gumun e c’heller lenn brezhoneg.

Goude ma oa bet kaset da benn vat an dek ober-mań ez eus bet tu da aozań lid roidigezh label live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg ha reiń an testeni d’an Ao. Bernez Cabon, maer ar gumun ha brezhoneger ampart.
Dalc’het eo bet al lid en Ti-kźr d’ar 16 a viz C’hwevrer dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, An Ao. René Fily, maer Sant-Martin-war-ar-Maez hag an Ao. Jean-Luc Fichet, maer Lanneur ha kuzulier-departamant.

Ne vo ket diaes moarvat da Wimaeg kenderc’hel gant he hent rak, ouzhpenn an oberoł notennet a-us, emań o kas meur a dra war-raok c’hoazh. Un nebeud pajennoł e brezhoneg a gaver war lec’hienn genrouedad an Ti-kźr, Bernez Cabon a gomz bepred e brezhoneg da-geńver lidoł ofisiel, medalenn a enor an Ti-kźr a zo divyezhek, pennadoł e brezhoneg a zo bet embannet e kazetenn ar gumun, gant Gwimaeg ez eus bet skoazellet digoradur ur c’hlas divyezhek e Lanmeur…

An holl oberoł-mań, goude ma vint bet gwiriet, a c’hellfe bezań kemeret e kont evit mont war-du al label live 3.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn