Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (843 ko)  Fichier pdf 
  Emvod kelaouiń Ofis ar Brezhoneg – DAO e ti-kęr Montroulez d’ar 7 a viz Gwengolo.

Degemeret eo bet renerien Ofis ar Brezhoneg gant an Itron Françoise Abalain, eilmaerez Montroulez, da-geńver digoradur ar c’houlzad brudań evit ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet.

Un tregont kumun bennak, en o zouez sinerien ar garta “Ya d’ar brezhoneg" o deus divizet kemer perzh er c’houlzad-mań ha kęr Montroulez zo unan anezho.
Prezidant K.L.T., Kritian ar Mener ha Frederig Ollivier, eus DAO o deus kemeret perzh en abadenn. Ar gevredigezh K.L.T. (unan eus an tregont aozadur kelenn o kemer perzh er c’houlzad er bloaz-mań) a ginnig kentelioů brezhoneg hag abadennoů liesseurt e kęr hag e bro Montroulez. Ar gevredigezh DAO (Deskiń d’an Oadourien) a labour dreist-holl davet ar gelennerien war ar brezhoneg a-benn gwellaat o live yezh dre stummadurioů a-bep seurt war ar c’helenn.
Adalek bremań eta e vo gwelet un tamm e pep lec’h e Breizh skritelloů ar c’houlzad war an ehanoů-bus pe el lec’hioů foran.
Bez' e c'heller pellgargań war hol lec'hienn listenn glok al lec'hioů kelenn e-barzh 5 departamant Breizh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn