Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Plozeved a sin a garta Ya d’ar brezhoneg

Un emglev nevez a zo bremań etre kumun Plozeved hag Ofis ar Brezhoneg : goude ma’z eus bet kaset da benn ur studiadenn war anvioů-lec’h ar gumun gant servij Glad yezhel an Ofis emań Plozeved o paouez sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg a-benn tapout al label a live 1.

Plijadur ez eus bet tapet gant an dud e sal Avel Dro Plozeved d’ar Merc’her 20 a viz C’hwevrer : sonerezh ha kanennoů zo bet klevet da-geńver sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an Ao. Maer, Pierre Plouzennec dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, izili ar C’huzul-kęr, an Ao. Reun Koupa (Startijenn ar Vro Vigoudenn) hag an Ao. Mikael ar Roue (Emglev ar Vro Vigoudenn).

5 ober a zo bet dibabet gant ar C’huzul-kęr gant ar pal tizhout al label a live 1 a-benn 3 bloaz. Ne vo ket diaes d’an Ti-kęr dont a-benn d’e raktres moarvat pa ouezer peseurt nerzh zo bet plantet gantań evit krouiń ur c’hlas divyezhek c’hoazh (un c’hlas nevez a vo digoret a-benn bloaz ivez).

A-raok kas ar raktres-mań da benn e oa bet savet un enklask war sońj tud ar vugale evit gouzout pegen dedennet e oant gant ar c’helenn divyezhek. An ober-mań a gonto ivez evit tapout al label.

Un ober all a zo bet kaset da benn vat ivez gant studiadenn anvioů-lec'h Plozeved bet savet gant servij Glad yezhel an Ofis. Gellout a raio Plozeved en amzer da zont reizhań gladroll ar gumun hag adsevel he fanellerezh gant anvioů-lec’h skrivet mat.

Bugale ar c’hlas divyezhek, lorc’h skipailh an Ti-kęr, a zo deuet da ganań ha da zańsal evit lidań an darvoud-mań hag ar strollad Ozan trio zo deuet da glozań an abadenn gant kanaouennoů dibar e brezhoneg.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn