Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Pont-Skorf : ur gumun nevez o sinań e bro an Oriant

Gant Pierrik Nevannen, maer ha kuzulier-departamant e karg eus ar brezhoneg evit ar Mor-Bihan, e oa bet degemeret an Itron Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, en Ti-kęr d’ar Gwener 22 a viz C’hwevrer evit lid-sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg.

9 ober pouezus da vezań kaset da benn dindan bloaz zo bet dibabet gant an Ti-kęr.

Adalek miz Meurzh 2009 eta e vo divyezhek holl banelloů mont e-maez ha mont-tre ar gumun. Memes tra e vo evit panellerezh diabarzh ha diavaez an Ti-kęr hag evit an holl banelloů heńchań a gaver war dachenn ar gumun.

A-benn kaout peadra d’ober ul labour a-feson eo bet kefridiet servij Glad yezhel an Ofis da gas da benn ur studiadenn war anvioů-lec’h ar gumun.

Mod all, ar skoroů skignet fonnus gant an Ti-kęr evit abadennoů sevenadurel pe darvoudoů all a vo divyezhek koulz hag e baper-talbennet nevez.

Kemer a raio perzh ivez kęr Pont-Skorf e koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet « Deskomp brezhoneg ».

Evit echuiń, dibabet ez eus bet gant Ti-kęr Pont-Skorf reiń ur skoazell arc'hant pe /ha ur skoazell deknikel da greńvaat plas ar c’hlasoů divyezhek war e dachenn (er c’hentań derez divyezhek e kaver 10% eus bugale ar gumun c’hoazh).


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn