Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ya d’ar brezhoneg e Gwidel

D’ar Merc’her 27 a viz C’hwevrer eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an Ao. François Aubertin, maer, dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, izili ar C'huzul-kęr ha re ar c'hevredigezhioů Ar eun dro e Gwidel hag Emglev bro an Oriant.

Votet e oa bet a-du gant Kuzul-kęr Gwidel evit sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ar pal tizhout al label live 1 dindan 3 bloaz ha dibabet e oa bet 7 ober evit dont a-benn.

Tri anezho a zo bet roet lańs dezho : staliet ez eus bet panelloů divyezhek evit mont tre ha mont e-maez ar gumun, memes tra evit panelloů zo war ar savadurioů dindan dalc’h an Ti-kęr ha bep bloaz e kemer perzh ar gumun e koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet.

Pevar ober a zo war ar stern diwar vremań : savet e vo ul logo divyezhek evit an Ti-kęr, moullet e vo kartońsoů-pediń divyezhek evit an abadennoů sevenadurel aozet gant an Ti-kęr, staliet e vo plakennoů straed divyezhek ha bewezh ma vo cheńchet pe savet ur banell nevez e ranko bezań divyezhek ivez.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn