Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod ar Gelted en Oriant hag ar brezhoneg : oberoł diazez kaset da benn

Lakaet eo bet ar brezhoneg da bal pennań gant Emvod ar Gelted, siner an Emglev Ya d’ar brezhoneg.

Goude bezań bet kaset ur galv da ginnigoł d’ar frammoł kelenn eo bet dibabet gant skipailh-pad ar gouel kinnig Stumdi, aozadur stummadurioł war ar brezhoneg.
Savet ez eus bet eta ur roll kentelioł dasparzhet war ur bloaz a lakaio an implijidi en o aez e-keńver ar brezhoneg dre ma vo bet desket an traoł diazez ganto e dibenn ar stummadur.

Ouzhpenn-se, estreget ar skoazell a vez degaset d’ar festival abaoe bloavezhioł gant an Ofis dre labour ar servij Treiń-Aliań, ez eus bet goulennet digant Ofis ar Brezhoneg kas da benn ur stummadur teknikel da c’hopridi Emvod ar Gelted war an doare da verań diouzh ar gwellań an divyezhegezh evit a sell ouzh ar panellerezh hag ar c’hehenterezh koulz hag ur stummadur diwar-benn ar frouezh a c’heller tennań eus an divyezhegezh war dachenn an armerzh pe an douristelezh.

Gant an daou ober dibar-mań e tiskouez mat Gouel Emvod ar Gelted e fell dezhań diorren un divyezhegezh a-zoare e kreizik-kreiz e vont en-dro.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn