Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Label 1 Ya d’ar brezhoneg d’al lazoł-kanań e brezhoneg

Da-geńver emvod meur ar c’hevredad Kanomp Breizh a zo bet dalc’het e Pleuveur-Bodou d’an 8 a viz Meurzh 2008, an It. Claudine Samson, e brezidantez he deus resevet digant an Ao. Herve Seubil-Kernaudour, eus Burev Ofis ar Brezhoneg, label live 1 an emglev Ya d’ar brezhoneg. War al lec’h e oa ivez holl zileuridi lazoł-kanań ar c’hevredad, an It. Armelle Guillou, sekretourez Kanomp Breizh, dilennidi ar vro hag izili eus an Ofis.

E Kevredad Kanomp Breizh, bet krouet e 2004, ez eus bodet 22 laz-kanań brezhonek. War-dro ar brudań hag ar stummań e vez graet evito gant ar framm-mań. Divizet eo bet gant Burev ar gevredigezh kas war-raok meur a ober a-benn diorren tamm-ha-tamm implij ar brezhoneg en he mont en-dro.

8 ober a zo bet kaset da benn c’hoazh gant ar gevredigezh ha dre ma’z int bet graet mat, hervez dezverkoł an Ofis, e ro dezhi an aotre da resev al label live 1.

Kartennoł-hetoł ha kartennoł-bizit divyezhek a zo bet savet gant ar gevredigezh.
Kemennadenn responterez ar gevredigezh a zo divyezhek ivez, koulz hag ar c’hartońsoł-pediń.
E brezhoneg emań al logo.
En div yezh bep tro e vez kinniget pennad-stur lizher-kelaouiń ar c’hevredad ha plaketenn vrudań ar framm a zo divyezhek penn-da-benn.

Ouzhpenn-se, dre ma kan holl lazoł-kanań ar c’hevredad e brezhoneg, eo bet lakaet an « ober »-mań da « ober dibar ».

Abalamour m’eo bet kaset da benn vat eta an 8 ober merket a-us eo bet roet al label 1 da Ganomp Breizh ha sinet he deus ar gevredigezh evit mont war-zu al label 2 war un dro o tiskouez dre ar sinadur-mań he c’hoant da vont pelloc’h evit ar brezhoneg.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn