Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  An ACB 44 : Emglev Bro kentań labelaet « Ya d’ar brezhoneg ».

D’ar Sadorn 15 a viz Meurzh 2008, da-geńver emvod meur Ajańs Sevenadurel Breizek Liger-Atlantel, e oa bet roet gant Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg da Yann Raynaudon, prezidant an ACB ha da Yves Averty, rener an Ajańs, labelioł 1 ha 2 an emglev Ya d’ar brezhoneg.

Emglev bro kentań bet labelaet e Breizh, an Ajańs Sevenadurel Breizhek a vod tost da 100 kevredigezh ezel staliet el Liger-Atlantel a ra war-dro holl dachennoł sevenadur Breizh : brezhoneg, dańs met ivez sonerezh ha gouren.

En he frezegenn he deus pouezet Lena Louarn war live uhel ha liesseurt an oberoł bet kaset da benn gant an Ajańs hag a zispleg e vefe roet an daou label-mań war un dro.

Eeun a-walc’h da sevel eo an 10 ober kentań « skoazell d’ar brezhoneg » a zo bet kaset da benn vat, gwir eo, met degas a reont d’an holl ur skeudenn sklaer ha bev eus ar brezhoneg : paper-lizher, skritell gant eurvezhioł digor an Ajańs, kemenn degemer war responterez ar framm, kakemono, pennad-stur e kelaouenn ar c’hevread, pleg-dibleg brudań divyezhek ha kement ‘zo…

An eil label « e brezhoneg mar plij » zo bet gounezet a-drugarez da 5 ober a roio an tu d’an Ajańs da zegemer ar vrezhonegerien en o yezh. Enfredet ez eus bet nevez ‘zo eta ur brezhoneger yaouank evit ober war-dro ar post degemer ha kehentiń. An tu a vo roet diwar neuze da gement hini a fell dezhań da eskemm e brezhoneg gant an Ajańs war-eeun er burev, dre bellgomz pe dre bostel

Ouzhpenn-se, un « ober dibar d’ar framm » zo bet kemeret e kont gant an Ofis evit reiń al labelioł. Bep bloaz e vez kinniget gant an Ajańs abadennoł dudi e brezhoneg d’an Naonediz : c’hoariva evit an dud deuet, abadennoł strobinellań evit bugale ar skolioł divyezhek ha kement ‘zo.

Echuet he deus he frezegenn Lena Louarn o veuliń emzalc’h heverk an Ajańs en he c’hoant da ziorren implij ar brezhoneg en he mont en dro hag en he c’hehentiń ha dre-se an difrae dibar lakaet war wel.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn