Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Prizioł rannvroel dazont ar brezhoneg 2008

Evel bep bloaz abaoe 2001 e vo lakaet war wel gant Ofis ar Brezhoneg an embregerezhioł, ar c’hevredigezhioł hag an hiniennoł o do kaset da benn oberoł dreistordinal ha dibar ober gant ar brezhoneg war ar pemdez.

Meur a loread a zo aet ar maout ganto a vloaz da vloaz evit bezań savet oberoł a bep seurt.

E 2005 da skouer e oa bet stummet gant an UBAPAR meur a vuhezour war an DABU ha savet e oa bet kampoł-vakańsoł e brezhoneg evit ar vugale ; e 2006, Mikael Bodlore, er rummad « hinienn » en doa bet ur priz evit bezań krouet ul lec’hienn gaer divyezhek « GeoBreizh ». Un taol-kaer all a zo bet graet gantań nevez ‘zo gant krouidigezh al lec’hienn genrouedad nevez gouestlet d’ar sonaozourien vreizhat.
Er rummad « embregerezh » e oa bet tapet ur priz gant Super U Gwern-ar-Sec’h en Il-ha-Gwilen evit ur panellerezh divyezhek staliet e pep lec’h er stal pe c’hoazh, ar gevredigezh Stumdi, evit bezań krouet ur servij a genlabour gant an AVAL gant ar pal skoazellań he stajidi da gavout labour e brezhoneg goude ar stummadur heuliet ganto.

Meur a ober dic’hortoz, savet gant arzourien pe tud arbennikaet war an teknologiezhioł nevez, oberoł a sell ouzh ar vugaligoł pe ar mediaoł a zo bet dibabet ha roet ur priz dezho gant ar juri a gaver ennań izili eus Ofis ar Brezhoneg ha dilennidi eus Kuzul-rannvro Breizh. Diwar c’houlenn ar C’huzul-rannvro e vez aozet ar Prizioł-mań eta gant Ofis ar Brezhoneg. Arc’hant a zo da c’hounit evel-just evit un hollad a 4000 € evit pep rummad. Dasparzhet e vez an arc’hant er mod-se : 2000 € d’an hini trec’h, 1500 € d’an eil loread, 500 € d’an trede.


Evit kemer perzh en genstrivadeg-mań, goulennit ho teuliad digant : Ofis ar Brezhoneg Prizioł rannvroel dazont ar brezhoneg 10 straed Naonediz-10 rue Nantaise 35000 ROAZHON / RENNES. Pgz : 02 23 44 04 30 Postel : ofis35@ofis-bzh.org
A-raok an 30 a viz Ebrel d’an diwezhatań e ranko an teuliadoł bezań degaset en-dro d’an Ofis ha lid-roidigezh ar prizioł a vo aozet en eil hanterenn miz Mae.






 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn