Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod-meur Ofis ar Brezhoneg e Pondi : Kadarnaet eo ar pal lakaat an Ofis da zont da vezań ur framm publik.

Da-geńver emvod-meur an Ofis eo bet resisaet gant Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, palioł ar statud nevez zo e go evit an Ofis.



Disadorn, 29 a viz Meurzh 2008 e oa bet dalc’het e Pondi, emvod-meur bloaziek Ofis ar Brezhoneg dirak Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, Yann-Bźr Thomin, kuzulier-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh, Naig Gars, kuzulierez-rannvro ezel eus bodad ar brezhoneg er C’huzul-rannvro, Jean-Pierre ar Roc'h, kuzulier rannvro ha maer Pondi hag izili ar gevredigezh

Gant bilańs ar bloavezh 2007 kinniget gant prezidantez an Ofis eo bet lakaet war wel, ur wezh ouzhpenn, pegen buhezek eo ar framm : krouidigezh Spilhennig, advoullet div wezh c’hoazh ; embannadidigezh ur blaketenn war an divyezhegezh abred ; ar skoazell d'an diorren magourioł divyezhek ; diorren implij an teulioł melestradurel divyezhek (levrig familh) ; kresk ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg er c’humunioł (78 kumun o deus sinet evit poent) ; krouidigezh labelioł evit sinerien an emglev Ya d’ar brezhoneg er bed prevez ; troidigezhioł a-bep seurt (900 teul troet e 2007) ; stummadurioł evit ar strollegezhioł lec’hel dre genlabourat gant Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Foran Tiriadel ; sinadur ur c’henemglev keveliń gant Microsoft, Rannvro Breizh hag an Ofis evit treiń meziantoł ; embannadur brezhoneg-galleg eil danevell an Ofis war stad ar yezh ; diorren TermOfis, ar bank roadennoł termenadurezh (30.000 termen enlinenn e dibenn 2007) ; astenn ar c’houlzad brudań evit ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet ; labour dastum anvioł-lec’h e bro Bondi, er vro Vigoudenn, e bro Vrest, e bro Lannuon….

Jean-Pierre ar Roc'h, maer Pondi, ur gumun sinet ganti ar garta Ya d’ar brezhoneg (label live 2), en deus kaset e c'hourc'hemennoł d'ar skipailh evit al labour kaset da benn gant servij ar Glad p'en deus studiet anvioł-lec'h ar gumun (3500 anvioł-lec’h). Embannet en deus ivez en em lakafe Pondi war ar renk evit tapout al label live 3.

Evit an trede bloavezh diouzh renk en deus Jean-Yves an Drian kemeret perzh e emvod-meur an Ofis. Disklźriet en deus pegen plijet e oa ar C’huzul-rannvro gant labour « sirius, savet brav, hag efedus » an Ofis. Lavaret en deus e sońje dezhań e vefe emdroadur an Ofis war-du an DFKS « Ofis Publik ar Brezhoneg » an doare gwellań da « suraat » dazont ha peadra ar framm ha da atebekaat muioc’h an oberourien bublik.

Mod-all, kadarnaet eo bet gantań e vefe dalc’het hag astennet kefridioł an Ofis; dre m'eo tonket an Ofis Publik da vodań en-dro d'an hevelep taol an holl oberourien bublik e c'hallo talvezout da ostilh a-benn kenurzhiań gwelloc'h ar politikerezhioł yezh. Lakaat e pleustr ar potikerezhioł-se hag ober kinnigoł a vo en e garg ivez.
Evit ar pezh a sell ouzh ar c'helenn divyezhek hag ouzh an diaez m'eo digeriń klasoł nevez en deus disklźriet prezidant ar Rannvro e tlefe an Ofis dont da vezań an ostilh politikel evit programmiń an digeriń postoł e kenlabour gant holl oberourien ar c'helenn. Pouezet ez eus bet gant prezidant ar rannvro war an ezhomm a oa da vroudań an dud da vont war ar vicher kelenner brezhoneg a-benn gellout respont da gresk ar skolioł divyezhek en da zont ivez.

Goude an emvod-meur eo en em vodet Kuzul-merań nevez an Ofis : Addilennet eo bet Lena Louarn da brezidantez. Adkaset eo bet Alan ar Gal (teńzorer) hag Herve-Seubil-Kernaudour (sekretour) en o c'harg. Annaig Kervella ha Ronan Tremel a chom besprezidanted. Mari Madeg a ya da vesprezidantez e-lec'h Yann-Fańch Kerneis en deus bet c'hoant lezel e blas met a gendalc'ho da labourat e framm ar c'huzul-merań.

Bez e c'hellit lenn "danevell obererezh 2007" an Ofis a vo kavet war an hevelep pajenn e rann an "embannadurioł".
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn