Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (40 ko)  Fichier pdf 
  Un dalc’h stummań nevez kinniget d’ar wazourien diriadel

D’an 30 ha d’an 31 a viz Here 2008 e vo aozet staj bloaziek KBMFT Breizh hag Ofis ar Brezhoneg war an dodenn : « An divyezhegezh da live un tiriad ».

Pal ar staj-mań, n’eus ket e bar e Frańs mod-all, eo reiń da wazourien ar strollegezhioł lec’hel elfennoł evit prederiań ha skouerioł fetis a-benn kas da benn vat ar politikerezhioł a-du gant an divyezhegezh, evit ar re o deus sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » peurgetket.

War daou zevezh e vo aozet ar staj ha div rann distag a vo. E-pad an devezh kentań e vo displeget statud an divyezhegezh brezhoneg-galleg dre geńveriań gant broioł all en Europa. Dielfennet e vo ivez pouez an divyezhegezh evit a sell ouzh an armerzh hag an touristerezh.

E-pad an eil devezh e vo studiet en un doare pleustrek an holl c’houlennoł a sav pa vez anv da verań ur politikerezh yezh. Gant skoazell skouerioł liesseurt e vo displeget gant teknikourien an Ofis an doareoł kinnig disheńvel a c’heller gwelet hag e roint alioł a-benn sevel un divyezhegezh kempouez hag a-zoare evit a sell ouzh ar panellerezh pe ouzh ar skoroł kehentiń.

Digor eo ar staj d’an holl wazourien diriadel.
Ret eo mont e darempred gant ar c’hKBMFT e Gwened ma vo dalc’het ar staj : Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Foran Tiriadel – Park Ijinań Su Breizh – CP 58 – 56038 Gwened Cedex Pgz : 02 97 47 71 00


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn