Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  An embregerezh kentañ o resev al label Ya d’ar brezhoneg e Penn-ar-Bed: Ouestélio

Degemeret eo bet gant an embregerezh Ouestélio, bet meret e-pad bloavezhioù gant Andrev Lavanant ha renet gant Steven Guéguéniat hiziviken, label live 1 an emglev Ya d’ar Brezhoneg d’ar Gwener 25 a viz Ebrel evit 8 ober kaset da benn evit ar brezhoneg.

Gant Ouestélio, embregerezh liestennañ, eo bet lakaet ar brezhoneg da vezañ ostilh ar vuhez pemdez. Ur plas a zo bet kavet aes evitañ e mont en-dro an embregerezh hag er skoroù brudañ implijet. Kartennoù-bizit, plakennoù eurioù-digor ar stal a zo divyezhek. Kemennadenn ar responterez ha sielloù ar stal a zo divyezhek koulz hag ar c’hirri implijet ganti.

Mod-all, divyezhek eo lec’hienn genrouedad an embregerezh a gaver enni an holl ditouroù a denn d’ar mont en-dro.
Gant skipailh ar renerezh ez eus bet lakaet war ar stern oberoù fetis all a vo talvoudekaet a-benn un nebeud mizioù (paper-lizher, logo, panellerezh ar framm, plaketenn vrudañ).

Gant ar pal sevel ur skipailh brezhonegerien stummet war micherioù al liestennañ hag an embann e vez goulennet en un doare sistematek e kemennoù-labour Ouestélio tud o komz brezhoneg. Lakaet eo bet an intrudu-mañ da « ober dibar » en argerzh labelaat an embregerezh.
http://www.ouestelio.fr/
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn