Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Al label Ya d’ar brezhoneg d’ur gourmarc’had : evit ar wezh kentań e Breizh

Da Intermarc’had an Aberioł, meret dindan prezidantelezh an Ao. Georges Premel-Cabic, ez eus bet roet label live 1 an emglev Ya d’ar brezhoneg evit an oberoł kaset da benn evit ar brezhoneg.



Dre m’eo ar gourmarc’had kentań o resev al label e teuio Intermarc’had Plougerne da vezań ur skouer moarvat evit ur bern stalioł all e Breizh. Savet en deus meur a skor a laka anezhań da implijout ar brezhoneg war ar pemdez.
Embannet en deus kartennoł-bizit ha kartennoł-hetoł divyezhek. Sielloł ret, logo ha paper-lizher an embregerezh a zo divyezhek ivez.
Panellerezh ar stal, ar pezh a vez gwelet aesoc’h c’hoazh gant ar pratikoł, zo kinniget en div yezh e kement rann boued pe danvez. Ouzhpenn-se e vez embannet gant Intermarc’had Plougerne follennoł brudań divyezhek a-benn kelaouiń e bratikoł war ar produioł gwerzhet gantań.
Mod-all, roet ez eus bet dezhań ur meneg ispisial evit un “ober dibar” bet kaset da benn gantań : klask a ra bepred tuta brezhonegerien, e-pad an hańv dreist-holl.

E salioł an Intermarc’had eo bet aozet lid-roidigezh al label d’ar Gwener 25 a viz Ebrel dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, evit reiń d’an Ao. Prémel-Cabic, ezel oberiant eus Produet e Breizh mod-all, al label. Dre ar lid-mań eo bet lakaet war wel ar strivoł aketus a zo bet graet gant renerezh ar stal evit reiń d’ar yezh he flas e buhez pemdez bro an Aberioł.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn