Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Berzh bras he deus graet ar Redadeg kentań aozet gant ar skolioł Diwan

Savet eo bet ar « Redadeg » diwar skouer ar « C'horrika », ar redadeg vrudet evit an euskareg. Gourc'hemennoł d'an aozerien ha d'ar rederien zo bet klevet a-berzh ar bagad dileuridi eus Euskadi deuet a-ratozh evit diskouez o c'hengred gant an darvoud-dibar-mań.

Miliadoł a rederien o deus kemeret perzh er redadeg kentań aozet evit ar brezhoneg.
A-bep eil eo bet ar rederien o redek a gilometr da gilometr.
Loc'het eus Naoned dimerc’her da noz da hanternoz-rik ez int en em gavet disadorn d'abardaez e Karaez goude bezań redet 600 kilometr diouzh renk, en ur redadeg evel ne oa ket bet biskoazh c'hoazh, a-benn embann o skoazell d'ar brezhoneg.
Noz-deiz, war ar maez pe e kźr treuzet eo bet Breizh penn-da-benn gant ar rederien a gilometr da gilometr hep troc'h ebet morse e lec'h ebet en ur pikol chadennad tud a dremene drezi bazh-arouez ar brezhoneg a zorn da zorn.
Lirzhin hag entanet e oa ar rederien o treuziń o bro en ur c'hoari evel-se, pell diouzh o spered ar sońj a genstrivań. Lorc'h ennań pe enni e tispake pep reder(ez) (h)e roched ruz merket warnań ar c'hilometr red. Ur c'hilometr a oa bet prenet a-raok evit kaout ar gwir da zougen bazh ar yezh.
Deuet d'ar poent mont d'ar gźr, eürus e oa an holl dud da vezań kemeret perzh en darvoud pobl kaer-mań evit difenn o yezh ha prest da begań e-barzh en-dro. A-benn daou vloaz e tlefe bezań ma tro mat pep tra.

Skeudenn : Herve Seubil Kernaudour, ezel eus Burev an Ofis o redek evit ar yezh da 5 eur vintin war ar maez e Bro-Dreger.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn