Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Alc’hwezioù an divyezhegezh : dalc’h kentañ

Tennañ kentel eus ar broioù niverus a ra gant an divyezhegezh er bed a-bezh. Gwelet stad an traoù e Breizh war an dachenn-se ha kinnig hentoù da vont donoc’h gant an divyezhegezh er vuhez publik, sed aze temoù an emgavioù nevez-mañ.

D’ar Sadorn 26 a viz Ebrel e oa bet kinniget kentañ emgavioù Alc’hwezioù an divyezhegezh
e Gwengamp gant Ofis ar Brezhoneg. Bodet e oa eno kevredigezhioù Aodoù-an-Arvor : Oaled Abherve (S. Brieg), Kalon Plouha, Kreizenn Sevenadur Breizh Pempoull, Al Levrig, Kreizenn Sevenadurel Vrezhon (Gwengamp) ha tud eus bed ar c’helenn divyezhek.

Goude bezañ diskouezet e-leizh a skouerioù eus birvidigezh ar panellerezh divyezhek er bed a-bezh e oa bet kinniget stad an traoù e Breizh war tachenn an divyezhegezh er vuhez publik, hag emdroadur an divyezhegezh foran en Aodoù-an-Arvor abaoe ar bloavezhioù 80, ma oa d’ar c’houlz-se an departamant er penn a-raok.

Da glozañ e oa bet kinniget d’an dud an araokadennoù bet graet er bloavezhioù diwezhañ war tachennoù all m’en em led ar brezhoneg tamm-ha-tamm : kehentiñ, teulioù ofisiel roet gant an tiez-kêr...

Gant harp kartennoù servij Arsellva an Ofis e oa bet pouezet ivez war ar pouezus ma ‘z eo an digeriñ skolioù divyezhek e Breizh a-bezh evit ma vo ar brezhoneg en e vleuñv er bloavezhioù da zont.

Talvoudus eo bet kavet gant an holl e vefe eskemmet gant ar c’hevredigezhioù ha prederiet war an hentoù da dapout evit ledañ implij ar brezhoneg er vuhez publik. Kinniget e vo en-dro emgavioù Alc’hwezioù an divyezhegezh e broioù eus all Breizh er mizioù da zont.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn