Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Anvioù-lec'h Plozeved : ur studiadenn ziazez

Ti-kêr Plozeved en deus kemeret an intrudu da ginnig d'ar gazetennerien d’an 30 a viz Ebrel 2008 ar studiadenn war an anvioù-lec'h a zo bet kaset da benn gant servij « Glad yezhel » an Ofis.

An ober-se a zo un tamm eus al labour a zo bet graet war dachenn KLKK (Kevredigezh Luskañ Kornôg Kerne, 48 kumun e bro Douarnenez, ar vro Vigoudenn hag ar C’hab). Goulennet eo bet gant ar c'humunioù e vije graet al labour-se gant an Ofis a-benn reizhañ skritur an anvioù-lec'h.

Dek den a zo bet enrollet e Plozeved, 320 anv-lec'h a zo bet studiet, 1000 stumm eus an anvioù-lec'h-se a zo bet kavet en dielloù hag ul levr 132 bajenn zo bet roet d'an Ti-kêr.

Gant daou eilmaer, an Ao. Bremaut hag an Ao. Stourm eo bet aozet an abadenn m’eo bet displeget gant Fulup Jakez, rener an Ofis, penaos eo bet labouret gant servij ar Glad yezhel.

Kuzul-kêr Plozeved a voto a-benn nebeut war ar studiadenn-se.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn