Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ur c’heriaoueg teiryezhek : galleg, brezhoneg, saozneg war lec’hienn genrouedad Produet e Breizh

Ar gevredigezh Produet e Breizh a zo bet krouet a-benn broudań an embregerezhioł a brodu e Breizh hag a labour dre-se evit diorren ar vro. Fellout a ra dezhi brudań ar brezhoneg ivez e-touez he fratikoł, hec’h izili, he c’hevelerien.



War lec’hienn genrouedad Produet e Breizh e kaver bremań ur c’heriaoueg teiryezhek brezhoneg, galleg, saozneg, ur c’hant termen dave bennak enni, a vo talvoudus d’an dud a-vicher a fell dezho kas an divyezhegezh war-raok en o stalioł pe war o froduioł.

Ar c’heriaoueg diazez-se a zo bet savet gant servij « Treiń-Aliań » an Ofis. Mod-all, kavout a reer ivez war an hevelep pajenn, plijus ha livet brav ul liamm da vont war bank roadennoł foran TermBret « TermOfis ».

http://www.produitenbretagne.com/Toute_l_actu-568-0-0-0.html

Abaoe ar 14 a viz Mae ez eus tu da lenn ivez gant plijadur ur blegfollenn vrudań divyezhek embannet gant Produet e Breizh evit produioł ar merk-se. Embannet eo bet da-geńver Gouel Erwan ha skrignet e vo e pemp departamant Breizh.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn