Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Digor eo « Nozvezh ar mirdioł » d’ar brezhoneg

Un taol-arnod nevez gant « Nozvezh ar mirdioł » : brudań ar yezhoł rannvroel

D’ar Sadorn 17 a viz Mae 2008 etre 6 eur hag 1 eur vintin e vo aozet ar pevare « Nozvezh ar Mirdioł » e-barzh ouzhpenn 2000 mirdi dre Europa.

Divizet eo bet gant Renerezh mirdioł Frańs, kevelet gant Pennrenerezh ar Galleg ha Yezhoł Frańs, brudań ha lakaat da glevet yezhoł Frańs da-geńver « Nozvezh ar Mirdioł ». Gant Ofis ar Brezhoneg eo bet troet ar frazennoł kinnig an abadennoł a gaver en o zeul kelaouiń (www.nuitdesmusees.culture.fr).

Mod-all e vo aozet e Naoned hag e Roazhon abadennoł dudi ha gweladennoł.
E Roazhon, adalek 8 eur betek hanternoz e vo kinniget gant ar strollad c’hoariva brezhoneger « Barzhanoff » arvestoł bev o kerzhet dre salioł Mirdioł breizhat ar Maezioł Frank.
Daou bezh-c’hoari berr a vo kinniget d’an dud : « Glas ou bleu » ha «« L’influence de l’art guatémaltčque sur les icōnes byzantines ».

E Naoned, e vo tu da weladenniń ar Muzeom istor naturel dre ma vo kinniget abadennoł da 8 eur 45 ha da 9 eur 45 noz. Istor ar mirdi a vo kontet e brezhoneg eta, istor ar savadur hag an holl dastumadoł pad ha berrbad a c’heller gwelet.

Degas a reomp da sońj deoc’h e c’helloc’h ivez gweladenniń Kastell an Duged e Naoned ha dastumadoł ar mirdi diouzh an noz en ur implijout ar c’hlevheńcherioł e brezhoneg.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn