Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ar Yeuc’h labelaet el live 1

N’eo ket dav bezañ ur gumun vras evit talvoudekaat ar brezhoneg : gant kumun ar Yeuc’h eo bet diskouezet splann d’ar 17 a viz Mae.

Entanet gant ar c’hoant da ziorren ar brezhoneg en deus dalc’het skipailh an ti-kêr d’e engouestloù. E dibenn 2005 e oa bet sinet gantañ ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ar pal tizhout live al labelaat goude 2 vloaz labour : gounezet eo bet ar bariadenn-se gant ar gumun. Kaset eo bet da benn vat 6 ober hervez ar gevrat sinet gant Ofis ar Brezhoneg.

Diwar vremañ e vo tu da welet emañ holl blakennoù-straed ar gumun en div yezh koulz hag ar panelloù mont-tre ha mont e-maez ar gumun. Paper-lizher an Ti-kêr a zo divyezhek evel logo ar gumun. Da heul an emglev sinet gant KLKK (Kevredigezh Luskañ Kornôg Kerne) ez eus bet savet ur studiadenn war holl anvioù-lec’h ar gumun. Mod all, ha daoust ma ne oa ket bet dibabet an ober-mañ gant an Ti-kêr, e kemer perzh ar gumun e koulzad brudañ ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet dre skritellañ ha skignañ an dafar en ti-kêr.

Lid-roidigezh al label a zo bet aozet en Ti-kêr d’ar Sadorn 17 a viz Mae, da-geñver eil gouel ar c’han hengounel, dirak an Ao. Sébastien Stéphan, maer, an It. Monique Carioù, eilmaerez e karg eus an teuliad-se, an Ao. Dominique Bouchaud, prezidant Dastum bro Gerne, an It. Annick Le Loch, kannadez, an It. Naig Gars, kuzulierez-rannvro hag an It. Lena Louarn, prezidantez an Ofis.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn