Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lid-roidigezh Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg

D’ar Gwener 30 a viz Mae 2008 a vo aozet e ti ar Rannvro e Roazhon seizhvet lid-roidigezh Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg ma vo enoret al loreidi bet dibabet gant ar bodad-barn, ennañ dilennidi eus ar C’huzul-rannvro hag izili eus an Ofis.



Digor eo al lid-se d’an holl dud. Dalc’het a vo da 11 e sal Anna Vreizh, dirak an Ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, an Ao. Yann-Bêr Thomin, e karg eus ar politikerezh yezh er C’huzul-rannvro hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

Evel bep bloaz eo bet renket al loreidi e tri rummad : hiniennoù, kevredigezhioù, embregerezhioù.
Tri friz a vo roet dre rummad a-benn lakaat war wel an oberoù dibar bet savet evit brudañ ha diorren ar brezhoneg.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn