Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lid-sinań “Ya d’ar brezhoneg er c’humunioů" gant ti-kęr Langoned

Fromet-bras oa dilennidi ti-kęr Langoned da-geńver sinadur an emglev-mań

Gant Alan Stivell, a zo bet o chom e Langoned e-pad un toullad bloavezhioů, ha Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e oa bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg er c’humunioů” gant an aotrou maer Kristian Derrien d’ar Sadorn 16 a viz Ebrel. Displeget en deus ar maer pegen fromus e oa bet evit an holl er c’huzul-kęr pa oa bet votet a-unvouezh an diviz da gemer perzh en c’houlzad-mań. Entanet-ruz eo ar maer hag e guzulierien ha c’hoant ganto kas da benn ur pemzek ober bennak. En o zouez : staliań ur panellerezh-heńchań war takad ar gumun, lakaat enlinenn ur stumm e brezhoneg eus lec’hienn Genrouedad an ti-kęr, reiń da welet splann d’an dud e c’hallont bezań degemeret e brezhoneg gant ar servijoů kęr ha sinań ur gevrat-kefridi gant Ofis ar Brezhoneg.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn