Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kźr ar Bageal Eric Tabarly : ul lec’h nevez da weladenniń e brezhoneg

Niverusoc’h-niverusań eo ar mirdioł hag ar salioł-diskouezadegoł a laka ar brezhoneg par d’ar galleg. Ar skouer wellań an deiz a hiziv eo Kźr ar bageal Eric Tabarly hep mar ebet.

Digoret d’an dud d’ar 5 a viz Mae eo bet dalc’het al lid-digeriń anezhań d’ar 17 a viz Mae dirak an Ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh. E Kźr ar bageal e vo dizoloet e teir yezh (galleg, saozneg, brezhoneg) buhez Eric Tabarly evel-just ha, war un dro, bed ar bageerezh-dre-lien hag ar redadegoł en donvor.

Holl banellerezh diabarzh salioł-diskouezadeg Kźr ar bageal, ar panelloł displegań hag henchań, ar c’hoarioł etregwezhiat e vo tu da lenn ha da implijout e brezhoneg.

Frouezh ur c’hwec’hmiziad labour treiń gant servijoł Ofis ar Brezhoneg, ar servij Treiń-Aliań ha TermBret eo an disoc’h kaer-se.

Ranket o deus an droourien « splujań » e bed ar bageal-dre-lien, ur bed a ya war-raok bepred oc’h ober e vad eus an teknikoł nevesań.

Estreget al labour enklask war c’heriaoueg ar bageal hengounel hag an teknikoł sevel-bigi en amzer-kent ma kaver ur c’horpus bras a c’herioł, ez eus bet graet meur a enklask war an dermenadurezh gant an droourien a-benn kavout an termenoł a-zoare evit lodennoł arbennikoc’h an diskouezadeg.

Aes e vo da bep hini ober e vad eus al labour-se pa vo bet lakaet enlinenn holl dermenoł ar bageal hengounel hag an amzer a-vremań en hon diaz roadennoł : TermOfis : http://www.ofis-bzh.org/fr/ressources_linguistiques/index.php

Gant Kźr ar bageal e vez broudet ar brezhoneg en un doare splann ha dirak an holl. Ur bazenn a-bouez eo evit plas ar brezhoneg e mirdioł Breizh. Ar vrezhonegerien, ar re a blij dezho bageal dreist-holl, bugale ar skolioł divyezhek hag an dud dedennet dre vras a c’hello dizoleiń, kompren ha deskiń en o yezh holl gevrinoł ar skiperien veur.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn