Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ar c’helenn brezhoneg en Il-ha-Gwilen : kant vloaz labour ha stourm

1800 den a zo o teskiń brezhoneg en departamant, an niver a skolidi er c’helenn divyezhek a zo bet lieskementet dre 3 abaoe 1997.
Un teuliad da lenn pe/ha da bellgargań war bajenn « Arsellva » hol lec’hienn.



En teuliad nevesaet n’eus ket pell ’zo gant Arsellva an Ofis e vo kavet ganeoc’h sifroů diwezhań ar c’helenn divyezhek en Il-ha-Gwilen.

818 bugel a zo enskrivet er skolioů divyezhek eus ar skol-vamm betek ar skol-veur. 518 anezho a zo o teskiń brezhoneg e Roazhon, unan eus ar c'humunioů e penn ar rannvro evit ar c’helenn divyezhek (forzh peseurt hentad e vefe) hag evit ar c’hentań derez dreist-holl ma kaver muioc’h a skolidi eget e Gwened.

Dre 3 eo bet lieskementet an niver a vugale er c’hlasoů divyezhek abaoe 1997 met merzout a reer ez a ar c’hresk war c’horrekaat dre ma n’eus ket bet krouet a lec’hienn zivyezhek nevez daoust d’ur goulenn sokial kreńv.

Koulskoude, peadra zo da gaout spi e kresko ar sifroů abalamour da zaou raktres sevel skolioů e Magoer (hentad dre soubidigezh) hag e Gwizien (skol bublik).

E Skol-veur Roazhon II mod-all e vez degemeret 363 studier e rann ar c’heltieg er bloaz-mań (228 e studioů war ar brezhoneg, 136 dibabet ganto ar brezhoneg ouzhpenn d’o danvez pennań). An trede yezh dibabet an aliesań gant ar studierien eo ar brezhoneg.

War greskiń ingal ez a ar c’helenn d’an dud deuet abaoe tregont vloaz. 311 den a zo enskrivet er c’hentelioů-noz en departamant hag ez eo Roazhon kęr gentań Breizh evit an niver a dud deuet enskrivet.
Dre ar stajoů aozet gant ar gevredigezh Skol an Emsav evit ar stummadur dibaouez e vez tizhet bremań muioc’h-mui a dud a bep seurt.

Tost da 9000 den a gomz brezhoneg en departamant.

A-benn gouzout kement tra war ar c’helenn brezhoneg en Il-ha-Gwilen, pellgargit an teuliad dre glikań war an arlun e traoń ar pennad-mań pe dre vont war bajenn an « Arsellva » (klikań war « servij », da c’houde dibab « Arsellva », el lańser desachań « al labourioů kinniget » dibab « Studiadennoů dre diriad », ha da c’houde « Stad ar brezhoneg er c’helenn en Il-ha-Gwilen ».

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn