Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gouel Kan ar Vartoloded, ar festival kentań e Breizh o tegemer al label Ya d’ar brezhoneg

D’ar Gwener 23 a viz Mae en deus roet Ofis ar brezhoneg label Ya d’ar brezhoneg da Ouel Kan ar Vartoloded e Pempoull. Dirak Herve Seubil gKernaudour, sekretour an Ofis ha Pierre Morvan, prezidant ar Gouel e oa bodet un toullad tud eus ar skolioł divyezhek ha Diwan, kreizennoł sevenadurel Anjela Duval ha KSBP Tan de’hi, gouren Aodoł-an-Arvor, eilmaerez ar sevenadur e Pempoull, France Le Bohec, eilmaer S. Loup, Fańch Rebours ha tud ar festival.

E-kerzh ur brezegennig divyezhek en deus kinniget Herve Seubil gKernaudour an emglev Ya d’ar brezhoneg, bet roet lańs dezhań c’hwec’h vloaz zo gant Ofis ar brezhoneg ha sinet gant 600 framm eus ar gedvuhez : un hanter bras a embregerezhioł hag a vod 240 000 goprad hag un hanter bihan a gevredigezhioł, 180 000 ezel enne, c’hoant gante broudań ha diorren ar brezhoneg en o obererezh.

Kadarnaat a ra al label Ya d’ar brezhoneg kalite an oberoł fetis kaset da benn gant ar festival en doa sinet an emglev n’eus ket bloaz zo : kartennoł hetoł ha logo en div yezh, skritell divyezhek, lec’hienn internet, panellerezh ar gouel ha hini ar burev, brezhoneg er mikro a-hed ar gouel, seizh ober en holl zo bet degemeret gant an Ofis pa oa pemp d’an nebeutań da seveniń evit bezań diouzh label Ya d’ar brezhoneg.

"Salv ma roio c’hoant da festivalioł all e Breizh heuliań hon hent", eme brezidant ar gouel.
Digor eo an emglev Ya d’ar brezhoneg d’an holl frammoł forzh peseurt tachenn obererezh e vefe o hini hag abaoe 2004 eo digor karta Ya d’ar brezhoneg d’ar c’humunioł ha kumuniezhioł kumunioł.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn