Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (156 ko)  Fichier pdf 
  7vet Prizioł rannvroel ar brezhoneg : mennozhioł e-leizh evit ar brezhoneg

Un bern tud a oa deuet da gemer perzh e lid-roidigezh Prizioł rannvroel dazont ar brezhoneg a oa dalc’het d’ar Gwener 30 a viz Mae 2008 e ti ar Rannvro dirak an Ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, an Ao. Yann-Bźr Thomin, e karg eus ar politikerezh yezh er C’huzul-rannvro hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.



Kenaozet e vez ar prizioł-se gant an Ofis ha Rannvro Breizh abaoe 7 vloaz evit loreań oberoł dibar, nevez ha talvoudus evit ar brezhoneg.
Tri rummad a zo kinniget d’ar genstriverien : hinienn, kevredigezh hag embregerezh.
Titouroł dre ar munud a rank bezań kinniget en un teul gant an emstriverien a-benn displegań o oberoł hag o falioł.
Divizet e vez peseurt priz reiń ha da biv gant ur bodad-barn, dilennidi eus ar Rannvro hag izili eus an Ofis ennań.

Gant an embregerezhioł bet anvet er bloaz-mań e vez roet da welet ha da glevet brezhoneg. E servij o fratikoł emaint dre reiń d’ar brezhoneg e blas en o buhez pemdeziek.
E gourc’hmarc’had Super U e Landudeg e vez heńchet ar pratikoł gant ur panellerezh divyezhek penn-da-benn, e brezhoneg ar vro.
Porzh-mirdi Douarnenez a ginnig gweladenniń ar mirdi dre ar brezhoneg gant skoazell plegfollennoł ha klevheńcherioł.
Aet eo priz kentań ar rummad-se gant ar stal Paprika a ginnig da dud Kreiz-Breizh dizoleiń produioł Hungaria. Brezhoneg he deus desket renerez an ti, Katalin Boronkai, ha dibabet he deus degemer, aliań ha gwerzhań he froduioł en hor yezh.

Krouiń ha magań liammoł strank etre ar rummadoł eo pal ar c’hevredigezhioł anvet en taol-mań.
Gant “Bremaik” e vez kinniget bep Lun, gant un toullad re yaouank entanet gant ar c’helaouiń, keleier berr war ar genrouedad dre rubrikennoł liesseurt.
Diskuliet eo bet gant “Les Tontons Yoyo”, klouned brezhonegerien, en ur c’hoari dirak un toullad tud kozh e c’helle o abadenn dudi degas eskemmoł donoc’h abalamour d’ar brezhoneg. Diwar vremań e kinnigont o abadennoł-dudi da vugale an hentadoł divyezhek ivez.
Roet eo bet ar priz kentań d’ar skipailh en deus aozet (ha ken mat !) ar Redadeg er bloaz-mań. E-pad tri devezh ez eus bet gwelet war hentoł Breizh tud leun a startijenn : bugale, tadoł ha mammoł, buhezourien, kelennerien, mignoned, ur bern tud a zo bet laouen ha lorc’h enno o redek noz-deiz evit diskouez o feiz en amzer da zont ar brezhoneg.

Er rummad “Hinienn” ez eus bet dibabet tri loread a glask treuzkas ar yezh ar gwellań ma c’hellont goude bezań bet desket brezhoneg ganto.
Ahmed Malki, a orin eus Kabilia, a gomze teir yezh o vont kuit eus e vro. C’hoant en deus bet da zeskiń brezhoneg a-benn kelenn an deknologiezh da skolajidi Diwan.
Maina Guillon, desavourez evit ar re vihan, stummet war ar brezhoneg gant an UCO e Gwengamp hag anvet nevez ‘zo d’ar post renerezh eus ur vagouri en Aodoł-an-Arvor, a zo o paouez sinań ar garta Divskouarn, kevredigezh bet savet evit aliań ha brudań ar magourioł a ya en-dro e brezhoneg.
Tapet eo bet ar priz kentań gant Yannig Guillanton, prezidant ar gevredigezh “Yezhoł ha Sevenadur”. Dibabet en deus bevań e brezhoneg er gźr gant e dri faotr skoliataet e Diwan. Abaoe tri bloaz en deus labouret kalz evit sevel ur skolaj Diwan e Naoned. Votet eo bet digoradur ar skolaj-se gant Diwan Breizh en nevezamzer evit ma tigorfe en distro-skol 2008, ar pezh a zegasas kalz a joa da Yannig Guillanton, d’e skipailh ha da holl familhoł ar skolioł divyezhek el Liger-Atlantel.


Evit gouzout hiroc’h, pellgargit an teul kevret

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn