Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Bitdefender, an enepviruz kentañ e brezhoneg

Goude an emglev a oa bet sinet gant Microsoft e miz Meurzh 2007, eo bet kaset da benn vat troidigezh Bitdefender, an enepviruz gwerzhet ar muiañ e Frañs (embannet gant « Editions Profil »)

Kinniget eo bet an enepviruz brudetañ evit PC d’ar gazetennerien gant Stéphane Pacalet, rener kenwerzhel an embannadurioù Profil, d’ar Yaou 19 a viz Even 2008 e Roazhon a-gevret gant tud e karg eus an Ofis. Emañ ar stumm brezhonek o paouez bezañ lakaet war ar marc’had.

Dibabet en deus an Ofis labourat muioc’h-muiañ war teknologiezhioù ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ ha gouestlañ e amzer ha e varregezhioù d’an dra-se.

Ur c’hammed bras a oa bet graet war-raok e miz Meurzh 2007 c’hoazh pa oa bet sinet ar gevrat-keveliñ etre Microsoft, Rannvro Breizh, hag OAB. Troidigezh an enepviruz-mañ a ziskouez youl an Ofis da gas war-raok diorren ar brezhoneg war un dachenn stradegel evit ar yezh.

Ar servijoù Treiñ-Aliañ ha TermBret, kreizenn dermenadurezh an Ofis, o deus kenlabouret stank a-benn treiñ ar 80.000 meneg bennak eus ar meziant talvoudus-se, evit ma c’hallo kement hini a garo dibab implijout ar stumm gallek pe ar stumm brezhonek anezhañ.

Ur stumm da briziañ a vo tu da implijout e-pad 30 devezh en ur glikañ war http://www.bitdefender.fr/site/Main/view/bzh.html

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn