Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Labelaet eo bet ar c’hevread Gouelioù Breizh

Dalc’het eo bet lid-roidigezh al label Ya d’ar brezhoneg d’ar gevredigezh Gouelioù Breizh (ha lid-sinañ an Emglev gant Festival Fisel) e Karaez d’ar Sadorn 21 a viz Mezheven 2008 dirak an Ao. Yann-Bêr Thomin, kuzulier-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh, an Ao. Ange Herviou, kuzulier-departamant en Aodoù-an-Arvor, an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg gant izili eus ar c’huzul-merañ ha prezidanted hag izili an div gevredigezh er jeu.



Roet eo bet da Ouelioù Breizh, kevread a vod un hanter-kant poellgor aozañ gouelioù ha festivalioù bennak e Breizh, al label Ya d’ar brezhoneg a live 1 « skoazell d’ar brezhoneg » evit ur roll 8 ober. Krouet eo bet al label-se gant an Ofis evit skoazellañ ar c’hevredigezhioù pe an embregerezhioù o deus sinet an Emglev da vont war-raok dre sevel oberoù aes da gas da benn evit ar brezhoneg.

8 ober a oa bet dibabet ha kaset da benn vat gant Gouelioù Breizh : al logo, ar c’hartennoù-hetoù, ar c’hartennoù-bizit, ar paper talbennet a zo divyezhek. Ur pennad divyezhek a vez embannet e kazetenn ar framm. Lakaet war wel e brezhoneg eo bet eurioù-digeriñ ar burev. Peget eo bet kit panellerezh an Ofis er burevioù ivez ha lakaet eo bet lec’hienn genrouedad ar gevredigezh e brezhoneg.

Talvoudekaat a ra al label-se al labour sirius kaset da benn gant ar gevredigezh hag a zesach he izili war he lerc'h.

Diwar skouer Gouelioù Breizh eta en deus divizet ar Festival Fisel mont gant ar memes hent ha sinañ live 1 an Emglev evit tapout an hevelep label. 6 ober a zo bet dibabet : treiñ al lec’hienn genrouedad, kinnig ur panellerezh divyezhek e-pad ar gouel, embann ur blaketenn vrudañ divyezhek, kas kemennadennoù en 2 yezh d’ar c’hazetennoù, embann kartennoù-hetoù ha pedadennoù e brezhoneg.

Dedennus ha plijus eo gwelet e vez taolet muioc’h a evezh ouzh ar brezhoneg gant aozerien ar gouelioù e Breizh. Goude gouel Emvod ar Gelted, Kan ar Vartoloded, Kanomp Breizh, ez eus bremañ daou aozadur nevez a labour evit diorren an divyezhegezh e bed ar gouelioù e Breizh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn