Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Panellerezh divyezhek en tiez-gar : Landerne e penn a-raok

Digwener tremenet, 20 a viz Mezheven, e oa bet lidet war an ton bras fin labourioù reneveziñ gar Landerne, dirak an Ao. Jean-Yves an Drian, Prezidant ar C'huzul-rannvro, an Ao.Ao. François Marc hag Alain Gérard, senedourien, an Ao. Gérard Lahellec, besprezidant ar C'huzul-rannvro e-karg eus an danframmoù hag eus an treuzdougen, an Ao. Patrick Leclerc, Maer, an Ao. Yann-Bêr Thomin, e-karg eus ar politikerezh yezh er rannvro hag an It. ar Gwenn, kuzulierez-departamant.

Brudet e oa kêr Landerne dija, hag hi sinet ar Garta Ya d'ar Brezhoneg ganti, dre he labour pennek evit kas an divyezhegezh war-raok. Un tamm mat a lorc'h ouzhpenn a vo e Landerneiz, gant gwir abeg na petra 'ta, evit bezañ bet ar re gentañ e Breizh da vezañ kinniget ur panellerezh divyezhek en o zi-gar. Un tamm brav a labour istorel zo eus al labour-se kaset da bennn a-drugarez d'un emglev savet etre ar C'huzul-rannvro hag an SNCF, e framm ar steuñv politikerezh yezh. Reiñ a ra al labour-se un digor nevez d'ar yezh en ul lec'h ma vez kalz a dremeniri hag e-lec'h na oa ket bet roet plas d'hor yezh betek-henn.

Un dra nevez e Breizh hag un dra nevez e Frañs ivez. N'haller nemet saludiñ amañ youl ar Rannvro war an dachenn-se hag a zo deuet a-benn da lakaat an SNCF da zistreiñ war e soñjoù kentañ. Diskouez a ra ar skouer-se e c'haller, pa vezer mennet mat, ober kalz evit sevel tamm-ha-tamm un divyezhegezh a-zoare ha naturel er vuhez foran.

Da-heul ar skouer gentañ ha brav-mañ, ar pezh a gont bremañ eo dont a-benn da lakaat kêrioù all da vont gant hent an divyezhegezh d'o zro. Setu aze ar pezh a glasko an Ofis ober e-kerzh ar bloaz.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn