Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gant Kombrid, er Vro Vidoudenn, eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg

Ur gumun ouzhpenn he deus sinet er Vro Vigoudenn bremañ : goude ar Gelveneg, Purid, Ploveur, Plozeved, Pont-’n-Abad ha Sant-Yann-Drolimon, kumun Kombrid he doa divizet, d’an 20 a viz Mezheven, labourat evit kas ar brezhoneg war-raok war he zachenn.



Gant an Ao. Jean-Claude Dupré, ar maer, hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, eo bet sinet ar garta gant ar c’hoant da vont war-raok buan.
5 ober zo bet dibabet da vezañ kaset da benn vat dindan bloaz evit tizhout al label live 1.

Lakaet e vo panelloù divyezhek war an holl hentoù da vont tre ha mont e-maez ar gumun. Embannet e vo kartennoù-bizit divyezhek evit an dilennidi hag evit implijidi an ti-kêr. Moullet e vo paper-talbennet ha krouet e vo ul logo divyezhek. Ouzhpenn-se e kemero perzh an ti-kêr e koulzad brudañ ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet.

Peadra a vo da labourat e-pad bloaz evit kaout al label 1. Embannet eo bet splann diouzhtu gant an Ao. Dupré e felle dezhañ ha d’e guzul-kêr mont pelloc’h kerkent ha graet ar c’hammed kentañ-se.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn