Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinet eo bet an emglev Ya d’ar brezhoneg gant Gouelioł-mor Douarnenez

Niverusoc’h-niverusań e vez bepred an aozerien gouelioł e Breizh a gemer skiant e ranker diorren implij ar brezhoneg. Komprenet mat eo bet ivez gant Gouelioł-mor Douarnenez.

D’ar Gwener 20 a viz Mezheven 2008 e oa bet sinet an emglev Ya d’ar brezhoneg etre an Ofis, dileuriet gant e brezidantez Lena Louarn, hag an Ao. Jean-Michel Le Boulanger, prezidant Gouelioł-mor Douarnenez.

Laouen eo an Ofis o welet emgouestl kreńv an dud a vor evit ar brezhoneg, ar pezh a zo bet lavaret sklaer gant ar prezidant en e brezegenn.

Un nebeud oberoł a zo bet kaset da benn da-geńver gouelioł an hańv 2008 : dafar brudań evel skritelloł ha plegfollennoł divyezhek, panelloł-heńchań war dachenn ar gouel, menegoł war lec’hienn genrouedad ar gevredigezh.

Sinadur disadorn n’eo nemet un deroł, eme ar prezidant. N’emań ket an Ao. Le Boulanger e sońj chom a-sav bremań. Raktresoł e-leizh a zo gantań evit ober muioc’h gant ar brezhoneg.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn