Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  An Ofis e festivalioù an hañv

Laouen e vo an Ofis ouzh ho tegemer war e stand e Brest 2008 (11-14 a viz Gouere), e festival an Erer Kozh e Karaez (18-20 a viz Gouere) hag en Emvod ar Gelted en Oriant (2-10 a viz Eost).

Aes e vo kavout al lec’h ma vo staliet an Ofis dre ma ‘z eus bet krouet ur stand da zegemer an dud ha da vrudañ ar yezh aesoc’h ha bravoc’h.

Deuit da zizoleiñ dafar nevez an Ofis da lenn war al lec’h pe da gas ganeoc’h : hor plaketenn war an divyezhegezh abred, ar geriaouegi savet gant TermBret, Spilhennig, arouez ar vrezhonegerien ha meur a dra all.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn