Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Eisteddfod e Bangor (Kembre)

Dileuridi eus Ofis ar Brezhoneg a oa en Eisteddfod a oa bet dalc’het e-kichen Bangor e hanternoz Kembre etre an 30 a viz Gouere hag ar 6 a viz Eost.

Dileuridi eus Ofis ar Brezhoneg a oa en Eisteddfod a oa bet dalc’het e-kichen Bangor e hanternoz Kembre etre an 30 hag ar 6 a viz Eost.
Trede beaj an Ofis da Gembre eo abaoe deroł ar bloavezh, ar pezh a ziskouez pegen kreńv ha pouezus eo bremań al liammoł etre an div vro dre hanterouriezh an daou framm ofisiel a zifenn ar c’hembraeg hag ar brezhoneg, da lavaret eo Bwrdd yr Iaith Gymraeg hag Ofis ar Brezhoneg.
Gant Yann-Bźr Thomin, prezidant bodad ar Sevenadur, ar glad hag ar sportoł er C’huzul Rannvro hag e karg eus ar politikerezh yezh, e oa bet kinniget ar steuńv politikerezh yezh bet votet a-unvouezh gant Kuzul-rannvro Breizh e miz Kerzu 2004. Troet e voe prezegenn vrezhonek Yann-Bźr Thomin war-eeun e kembraeg gant Iwan Kadored eus an Ofis. Meirion Prys Jones, rener Bwrdd yr Iaith Gymraeg, en deus hetet, goude ar brezegenn-se, ma vefe gwiriekaet Karta europat ar Yezhoł bihanniver gant Frańs ha ma teufe Ofis ar Brezhoneg da vezań ezel eus ar rouedad a vod ofisoł yezh en Europa a-benn gellout kas da benn ur gwir politikerezh evit difenn ha diorren ar brezhoneg. Tro o deus bet dileuridi an Ofis da welet aozadurioł all ivez, evel Canolfan Bedwyr, ar greizenn dermenadurezh ha treiń eus skol-veur Bangor - a ra kalz a labour war dachenn an teknologiezhioł nevez -, Kevredigezh Troourien Kembre pe ar gevredigezh Kembre-Breizh. Anv zo bet eus gweladenn ar Vretoned hag eus stad ar brezhoneg er mediaoł eus Kembre : kazetennoł, radio, lec’hiennoł Kenrouedad.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn