Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gwened : deiziataer sevenadurel an hańv zo enlinenn

Divyezhek penn-da-benn eo lec’hienn genrouedad kźr Gwened. Kavet e vez e-barzh an holl ditouroł ret diwar-benn ar gumun ha buhez hec’h annezidi. Un nevezenti e 2008 : e brezhoneg e vez kinniget an deiziataer sevenadurel diwar vremań.

Ur gźr brudet evit an arz hag an istor eo Gwened ha kinnig a ra, e-pad mizioł an hańv, ur bern abadennoł sevenadurel ma c’hello kement arvester kavout e blijadur.
Festival jazz, sonerezh klasel, abadennoł dańs, diskouezadegoł er C’hoc’hu, er c’hastell, baleadennoł kontet, gouelioł istorel, sinema dido, stourmadegoł war vor… Adalek miz Mezheven betek miz Gwengolo e laka kumun Gwened he holl nerzh evit ma vo mare an hańv mare ar gouelioł bemdez.

Tu zo da lenn roll an abadennoł-hańv e brezhoneg war lec’hienn an ti-kźr abaoe un nebeud devezhioł eta : http://br.mairie-vannes.fr/an_darvoudou_bras_e_gwened/1289/index.html

Plijet e vo brezhonegerien kźr Gwened gant an diviz nevez-se koulz ha Yann vrezhoneger deuet da dremen vakańsoł er vro.

Klotań a ra gant an argerzh lakaet e pleustr gant ar c’huzul-kźr e 2007 p’en deus divizet sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg.
(Evit gouzout hiroc’h war ar garta ha war ar brezhoneg e Gwened : http://www.mairie-vannes.fr/culture/culture_bretonne/2318/index.html)

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn