Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (16 ko)  Fichier pdf 
  Deskiń brezhoneg buan : diskoulm ar stajoł yezh

A-hed ar bloaz e vez kinniget stummadurioł war ar brezhoneg gant un toullad frammoł. Hir pe hiroc’h e vezont (dibennoł-sizhun, sizhunvezhioł, prantadoł 6 miz). Da bep hini da zibab lusk ha stumm ar staj evit dont a-benn da gomz flour.

Adalek bremań e c’heller en em enskrivań evit stajoł a grogo e miz Gwengolo gant ar frammoł merket a-is. Dre ar stummerezh dibaouez e c’hell bezań kemeret ar stummadur e kont pe bezań arc’hantaouet gant an AVAL.

Teknikoł pedagogel nevez zo bet savet gant kelennerien ampart a-benn lakaat ar skolidi da gomz adalek ar gentel gentań gant skoazell poelladennoł a-stroll.
Krouet e vez al liamm gant ar yezh d’an taol kentań hag ar c’helenn dre soubidigezh-se a laka ar skoliad da zeskiń brezhoneg fonnus.
Savet ez eus bet nevez zo ur stummadur evit ar vrezhonegerien a labour en o yezh c’hoazh hag a fell dezho mont donoc’h en anaouedegezh ar brezhoneg.

Sed aze roll ar frammoł a ginnig stajoł hir :

STUMDI
LANDERNE
bzh.stumdi@wanadoo.fr

PŌLE LANGUE BRETONNE SKOL AN EMSAV
ROAZHON
sae.bzh@wanadoo.fr

ROUDOUR
KARAEZ
roudour2@wanadoo.fr

KELENN
KEMPER
kelenn2@wanadoo.fr

Mod-all, tu zo da lakaat e anv er stajoł-hańv a vo aozet un tammig e pep lec’h e Breizh adalek Mezheven betek Gwengolo. Un doare eo da gaout un tańva eus ar brezhonge a-raok dibab ur stummadur hir pe un digarez da adskoulmań gant ar brezhoneg gant deskerien all (s.o. ar pezh stag : roll ar stajoł hańv.

Listenn glok ar c’hreizennoł kelenn e Breizh : http://www.ofis-bzh.org/upload/travail_paragraphe/fichier/46fichier.pdf
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn