Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lise Lesneven a respont « Ya »

Ur c’hlip video da welet war ar genrouedad

Gant Kristof Nikolaz, kelenner brezhoneg e lise Sant-Frańsez Lesneven, eo bet savet ar c’hlip, bet filmet da vare gouel an hentad divyezhek d’an 20 a viz Mezheven 2008.

Filmet eo bet al liseidi, ar gelennerien, kanerien al laz-kanań, merourien hag implijidi al lise o tistagań ar ger “YA” krak ha fraezh war un ton youlek ha fentus.

War o lec’h labour eo bet filmet an dud : salioů skol, sport, arnodvaoů fizik-kimiezh, burevioů, kegin ha kement’zo en ti, evit embann emaint a-du gant ar brezhoneg.

Deuet eo ar mennozh-se da-heul sinadur an emglev “Ya d’ar brezhoneg” e miz Genver 2006 gant al lise ha graet ez eus bet traoů gantań abaoe (panellerezh, kreńvaet eo bet an hentad divyezhek) evit diorren ar brezhoneg el lise.

Gant un ton rap en a-dreńv e c’heller selaou an dud o kaozeal. Savet eo bet an ton-se gant IwanB, bet tapet gantań Priz rannvroel dazont ar brezhoneg e 2007.

Setu amań al liamm evit sellet ouzh ar c’hlip-se :
http://www.dailymotion.com/video/x69naf_oui-a-la-langue-bretonne-a-saintfra_news

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn