Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (1105 ko)  Fichier pdf 
  9vet koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien : lańset eo !

70 e oant e 2006, 150 e 2007 ha 250 e 2008 : war greskiń ez a blep bloaz an niver a gumunioł a skoazell ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet.



Ganto e vo skignet skritelloł (6500 skouerenn moullet) ha plegfollennoł (10 000 skouerenn). Embannet e vo, gant al lodenn vrasań anezho, ur pennad divyezhek e kazetenn an ti-kźr a-benn kelaouiń an dud diwar-benn ar c’hinnig kentelioł-noz.

Gant 4 c’huzul-departamant e vo kemeret perzh er c’houlzad-se ivez.
Prestet e vo o rouedad arsavioł-bus gant al Liger-Atlantel hag ar Mor-bihan evit ma vo lakaet war wel skeudenn livet-kaer ar c’houlzad 2008 a vez aozet gant Ofis ar Brezhoneg e kenlabour gant Deskiń d’an Oadourien (kevread frammoł kelenn).
E kazetenn departamant Penn-ar-Bed hag Il-ha-Gwilen e vo embannet ur pennad.

Berzh ar c’houlzad a vez gwelet splann pa studier sifroł an enskrivadurioł d’ar c’hentelioł-noz.
Hervez studiadenn Arsellva an Ofis ez eo aet war gresk an niver a zeraouidi e 2007-2008.

A-benn gwellaat ar c'helaouiń er bloaz-mań e vo kinniget daou dra nevez d'an dud :
- un niverenn voutin a vo gwelet war ar skritelloł e pep lec’h e Breizh : an niverenn 0820 20 23 20 eo.
- Brudet e vo ar c’houlzad brudań war France Bleu Breizh-Izel a-drugarez d’ur bomm bruderezh a vo skignet 6 gwezh an deiz war ar gwagennoł etre ar 5 hag an 19 a viz Gwengolo.

Evit lenn roll ar frammoł kelenn a gas kentelioł nepell diouzh ho ti, klikit war an arlun pe kit war bajenn servij Arsellva an Ofis.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn