Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (1106 ko)  Fichier pdf 
  Distro-skol 2008 : Bilańs kentań

Kinnig a ra an Ofis kartenn distro-skol ar skolioł divyezhek savet gant an Arsellva.

A-raok dastum ha dielfennań pishoc'h ar sifroł er sizhunioł da zont eo laouen an Ofis o welet frouezh ar politikerezh digeriń zo gant Diwan gant 2 skol nevez savet er c’hentań derez : Lokournan e Penn-ar-Bed ha Magoer en Il-ha-Gwilen.
Kenderc'hel a ra Diwan da stankaat e rouedad skolioł e bro-Leon. En Il-ha Gwilen eo digoridigezh skol Magoer ur pezh darvoud ivez. 30 vloaz zo ne oa ket bet digoret ur skol Diwan en departamant (abaoe hini Roazhon).
Notomp ivez eo bet daougementet an niver a vugale e skol Diwan Pariz (50 bugel). Derc'hel a ra Diwan gant e lusk en eil derez rak evel ma oa bet kemennet eo bet digoret skolaj Diwan al Liger-Atlantel e Sant-Ervlan. Ne chom mui nemet Il-ha-Gwilen hep skolaj Diwan bremań.
Gant skolioł nevez en departamant e vo aesoc'h digeriń ur skolaj a-benn un nebeud bloavezhioł ac'hann.

Eus tu ar Publik, 2 lec’h nevez zo bet digoret mod-all (Pleiber-Krist e Bro-Leon ha Ploveren er Mor-Bihan). Dister-mat eo, dreist-holl pa sońjer e vije bet tu da zigeriń Ploveren warlene dija ha nac'het eo bet digeriń skol Gwizien en Il-ha-Gwilen a oa prest bloaz zo.
N'eus bet digoret skol nevez ebet gant ar skolioł kristen.
Gant 4 lec’h nevez nemetken eo ar wezh kentań abaoe 1996 e tigorer ken nebeut a hentennoł divyezhek.
E-skoaz an dra-se eo 11 skol nevez zo bet digoret en Elzas er bloaz-mań (war daou zepartamant nemetken).

Nec’hus eo gwelet n’eus bet lec’h nevez ebet gant an hentad katolik e hini ebet eus ar 5 departamant. Nec'hus ivez gwelet departamant Aodoł-an-Arvor o chom boud.
Ha nec'hus ken-ha-ken stad ar c'helenn brezhoneg e kźr an Oriant, kźr Emvod ar Gelted, m'eo bet serret ar c’hlas divyezhek prevez ha ma nac'her degemer 20 bugel e skol bublik Merville daoust ma ouied mat e vije bet eus ar vugale-se.

Daoust da emdroadurioł ar vonreizh, war an dachenn ne ra an traoł nemet mont war washaat.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn