Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (1092 ko)  Fichier pdf 
  Distro-skol ar re vras : da heul ar skolidi eo ar mare evit an dud deuet da zont da zeskiń brezhoneg !

C’hoant ho peus da zeskiń brezhoneg ? Gant 200 lec’hiad deskiń kentelioł noz d’an distro-skol-mań e Breizh e kavoc’h un doare evit deskiń brezhoneg nepell diouzh ho ti a-dra-sur.

Stank eo rouedad ar c’helenn d’an dud deuet er bloaz-mań c’hoazh : 200 lec’hiad a ginnig kentelioł noz e Breizh, aozet gant 160 framm e 174 kumun.

Gallet hon eus klokaat ha neveziń roll ar frammoł a ginnig kentelioł a-drugarez tud a vicher bed ar c’helenn, an dud a youl vat niverus ha dre foromoł ar c’hevredigezhioł zo bet dalc’het un tamm e pep lec’h e Breizh.

Kentelioł nevez zo bet savet er bloaz-mań evit kinnig deskiń ar yezh e lec’hioł ma ne oa netra betek-henn.
Gallout a reer menegiń ar gevredigezh nevez krouet « An Holl d’ar skol » hag a zo o vont da ginnig kentelioł e Pempont pe ar c’helc’h keltiek e Mur pe c’hoazh Kuzul skoazell Diwan Savenneg nevez krouet el Liger-Atlantel.

Meur a zoare zo evit deskiń brezhoneg : gallout a rit dibab stajoł berr pe hir hag a gloto gant hoc’h ezhommoł micherel da skouer. Kavout a reoc’h holl daveennoł ar frammoł a ginnig stummadurioł dibaouez pe stajoł er roll enlinenn.

N’hon eus ket disońjet ar re n’emaint ket o chom e Breizh evel-just ! Gallout a raio ar re zo e Bro-C’hall pe er broioł all zoken deskiń brezhoneg : 30 kevredigezh a ginnig kentelioł noz e-maez Breizh ha 17 skol-veur hon eus renablet er bed evit ar mare hep menegiń ar c’hentelioł dre lizher.

Neuze na chomit ket etre daou sońj : kit da deurel ur sell ouzh ar roll enlinenn nevesaet ingal a-benn kavout ar c’hentelioł a gloto gant ho c’hoantoł gant an titouroł dre ar munud.
Gallout a rit dont e darempred ganeomp evit bezań heńchet war-du ar c’hentelioł tostań eus ho lec’h annez gant an niverenn 0820 20 23 20 pe dre bostel studi.diorren@ofis-bzh.org
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn