Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  France Bleu Breizh-Izel a sin an emglev Ya d’ar brezhoneg

Sinet eo bet an emglev Ya d’ar brezhoneg gant an Ao. Jean-Paul Cluzel, prezidant-pennrener Radio France hag an Ao. Emmanuel Yvon, rener France Bleu Breizh-Izel d’al Lun 6 a viz Here 2008.
Kas 23 ober evit diorren ar brezhoneg da benn eo ar pal. Displeget mat eo bet gant Emmanuel Yvon en e brezegenn zivyezhek.



Al lid a zo bet dalc’het dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, an Ao. Pierre Maille, prezidant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, an Ao. Andrev ar Gag, dileuriad Penn-ar-Bed evit ar yezh an Ao. Thomin, e karg eus ar politikerezh yezh er C’huzul-rannvro, an Ao. Jean-Jacques Urvoas, kannad Penn-ar-Bed, an Ao. Bernard Poignant, maer Kemper, hag an It. Naig Gars, kuzulierez-rannvro. Bernard Liot, rener France Bleu Loire Océan ha Serge Landureau, rener France Bleu Armorique a oa war al lec’h ivez.

N’eus ket bet gortozet gant an Ao. Emmanuel Yvon hag e skipailh e vefe bet sinet an emglev evit lakaat an traoł e pleustr dre m’eo bet kinniget teul steuńvenn programmoł ar bloaz-mań en div yezh c’hoazh. Ouzhpenn-se ez eo bet skoazellet koulzad brudań ar c’helenn d’an dud deuet gant ar skingomz o skignań bommoł bruderezh da eurioł reoliek. Ar wezh kentań eo e veze graet seurt tra e Breizh.

Tri ael labour a zo war ar stern hiviziken.
Implijet e vo ar brezhoneg e binvioł labour France Bleu Breizh-Izel : paper-lizher, responterez, kartennoł-bizit ha kement ‘zo ha savet e vo un enklask e-touez implijidi ar skingomz a-benn gouzout piv a oar brezhoneg. Kinniget e vo heuliań ur stummadur da zeskiń pe da beurzeskiń brezhoneg d’ar re a fell dezho.

Klasket e vo ivez diskouez ar brezhoneg d’an holl ar muiań ar gwellań. E brezhoneg e vo lakaet al lec’hienn Genrouedad koulz hag an teulioł brudań (teulioł kazetennerien, teulioł kinnig…). Evit kirri ar framm e vo graet ar memes tra. Pennad-stur ha pennadoł zo en embannadurioł a vo e brezhoneg. Kemmet e vo ar panellerezh diavaez ha diabarzh tamm-ha-tamm. En div yezh e vo kinniget ar pedadennoł d’an darvoudoł aozet gant ar savlec’h. Degemeret e brezhoneg e c’hallo bezań nep piv bennak a yelo e darempred gant ar radio.

Divizet en deus France Bleu Breizh-Izel implijout ar brezhoneg en e abadennoł hag en e gelaouadennoł. Kelaouiń reoliek diwar-benn an oberoł kaset da benn evit ar brezhoneg hag an divyezhegezh a glasko ober ivez.
Brudań ar garta Ya d’ar brezhoneg ha kemer perzh er c’houlzad brudań evit ar c’hentelioł brezhonek d’an oadourien a zo bet lakaet da bal peurgetket.

Dre ar sinadur-mań e tiskouez France Bleu Breizh-Izel e c’hoant da vezań ur gwir servij publik lec’hel o vont war-du an divyezhegezh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn